Brudañ ha skignañ
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Brudañ ha Skignañ a oa ur gevredigezh krouet er bloavezhioù 1960 evit dasparzhañ titouroù diwar-benn Breizh. Adal ar bloavezhioù 2010 e pled gant ar c'heleier brezhonek war ar gwagennoù. E 2023 en deus bodet pemp skingomz brezhonek pe divyezhek brezhoneg-galleg dindan ar merk Radio Breizh, ul lec'hienn Internet, radiobreizh.bzh, bouetaet gant pep hini anezho.
Brudañ ha Skignañ, ajañs kehentiñ an Emsav en e vod kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe ar c'hevarzhe Brudañ ha Skignañ e Roazhon e-barzh ostel prevez ar gontez Rohan-Chabot[1], e-lec'h ma oa ur greizenn bolitikel ha sevenadurel breizhek. Eno e veze moullet dafaroù evit ar stourm emsavel. Deskrivet eo bet an disoc'hoù e-barzh Al Liamm, niv. 101, Du-Kerzu 1963 : Hag evit an daoulagad ? Enskrivadurioù brezhonek war dalbenn peder stal, war re ar C'helc'h Keltiek, ar C'helc'h Breton, ar Gevrenn. Levrioù brezhonek e peder stal da vihanañ. Traktoù ha skritelloù brezhonek pe zivyezhek da geñver Devezh ar Brezhoneg, beilhadegoù ar C'helc'h Sevenadurel, Pardon Sant Erwan, Oferenn ar Vrezhonegerien ha re all niverus a drugarez da « Brudañ ha skignañ ».
Brudañ ha Skignañ, servij dasparzhañ ar c'heleier evit ar skingomzoù brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 2000 eo deuet Brudañ ha Skignañ da vezañ kevread ar skingomzoù brezhonek evit sevel produadur efedus ha micherel ar c'heleier e brezhoneg. Ennañ eo bet bodet ar skingomzoù brezhonek pe divyezhek e Breizh.
Div skingomz vrezhonek :
- Arvorig FM
- Radio Kerne ha Radio Naoned meret asambles gant ur c'hevarzhe Radio Kerne Naoned
Div skingomz divyezhek brezhoneg-galleg :
Ur skingomz galleg-gallaoueg :
An darn-vuiañ eus obererezh Brudañ ha Skignañ eo pourveziñ d'ar skingomzoù kevreet abadennoù kelaouiñ ha podkastoù kelaouiñ dindan ar merk Keleier ar Vro. E 2023 e veze gopret 5 kelaouenner
E-doug emvod-meur ar c'hevarzhe e Karaez (19 a viz Gwengolo 2020) e voe divizet sevel ur raktres evit skingas dre ar skingomz niverel douarel (RND) e Breizh. Ur c'henurzhier skridaozerezh (Erwan Blanchard) ha 4 c'helaouenner e veze gopret d'ar mare-se.
D'an 14 a viz Here 2023 eo bet dalc'het e Plañvour emvod-meur Brudañ ha Skignañ m'eo bet lakaet Alan Kloareg da brezidant. Divizet ez eus bet ober gant ar merk Radio Breizh a vezo al label ma vez produet keleier brezhonek dre skingomz dindannañ.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) (go) (fr) (en) Lec'hienn Radio Breizh
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les radios en langue bretonne veulent être au rendez-vous de la radio numérique terrestre. E-barzh Ouest-France, 20 Gwengolo 2020.
- Les radios en breton unies pour diffuser la langue. E-barzh Ouest-France, 14 Here 2003.
- Victoria Geffard, Ils veulent créer Radio Breizh, une nouvelle station indépendante 100 % en langue bretonne. E-barzh Ouest-France, 19 Kerzu 2023.
- Un emgav gant Anne-Sophie Brats. E-barzh Ya!, niv. 982,2 Ebrel 2024. Kenurzhierez velestradurel Brudañ ha Skignañ.
Lec'hienn RadioBreizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar radioioù e yezhoù Breizh : https://radiobreizh.bzh. Drezañ e c'heller selaou ar skingomzoù kevreet ha sellout ouzh o frogramoù.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 30 plasenn al Lisoù.