Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened pe RBG zo ur radio kevredigezhel savet e 1983 ha diazezet e Pondivi. Skignañ a ra abadennoù brezhonek, gallo hag abadennoù gallek.

Skignet e vez an abadennoù en ul lodenn vat eus ar Mor-Bihan hag e kreisteiz Aodoù-an-Arvor. Emañ e-barzh Brudañ ha Skignañ, ar rouedad radioioù brezhonek.
Frekañsoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Frekañsoù lies a zo gant Radio Bro Gwened:
- 92,6 MHz (Pondivi)
- 94,8 (Gwened)
- 97,3 MHz (Su Mor-bihan)
- 101,7 MHz (Norzh Mor-bihan)