Ar Redadeg
Ar Redadeg | |
---|---|
Stand Ar Redadeg - Festival Yaouank 2015 | |
Krouidigezh | Mae 2008 |
Padelezh | Mae 2008 - Bremañ |
Sujidigezh | Redadeg |
Doare | Aozadur digorvo |
Ger-stur | Brezhoneg ha plijadur |
Lec'h pennañ | Morzhell, Il-ha-Gwilen, Breizh |
Bro | ![]() |
Deiz-ha-bloaz | Miz Mae |
Anvioù all | "Ar redadeg evit ar Brezhoneg" "Ar redadeg a di da di" |
Lec'hienn internet | https://www.ar-redadeg.bzh/ |
kemmañ ![]() |
Ar Redadeg zo ur redadeg hir, war droad, noz-deiz e-pad meur a zevezh, aozet a-hed hag a-dreuz Breizh evit dastum arc'hant evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Bep eil bloaz e vez aozet en deizioù kentañ a Vae.
Aozet e oa bet ar Redadeg kentañ e 2008, gant Diwan evit lidañ he 30 vloaz.
Aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aozet eo gant ar gevredigezh Ar Redadeg, diazezet e Morzhell, e Bro-Roazhon.
Korrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet eo war batrom Korrika Euskal Herria a zo bet krouet e 1980 hag a vez redet bremañ bep eil vloaz. Eno e vez redet war-dro 2 300 km dre an holl vroioù euskarek (Euskadi ha Nafarroa e Spagn, hag Iparralde e Bro-C'hall).
Doare ar Redadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur redadeg a-eiladoù eo, 9 km a vez redet e pep eurvezh. Pep kilometr a vez redet gant un den er penn a-raok o tougen ur vazh-test kizellet e koad, ha neb a gar war e lerc'h. Evit dougen ar vazh-test war-hed ur c'hilometr eo ret paeañ 100 euro.
E kêrioù ha kêriadennoù e vez aozet un degemer d'an arvesterien ha d'ar rederien, predoù, sonadegoù.
Ar vazh-test[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar vazh-test zo ur vazhig koad, ennañ ur barzhoneg a vez lennet e dibenn ar redadeg. Arouez ar brezhoneg douget a zorn da zorn (hag "a di da di" hervez al lugan pennañ) eo.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bulad-Pestivien, o prientiñ Redadeg 2008.
Redadeg vihan e Gwengamp, 2008.
Redourion prest da adkregiñ e Plañvour, dirak ar greizenn Amzer Nevez, 2010.
E Kerne, 2014.
Redek ha kanañ: tonioù ha sonioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kanaouennoù zo bet savet evit ar Redadeg, ha gallout a reer klevout anezho:
- 2008: kempennet ez eus bet gant EV ur ganaouenn gozh, Redadeg, a c'haller selaou amañ: [1] (You Tube);
- 2010: savet ez eus ur ganaouenn, Ar Redadeg, gant David ar Gall hag e skolidi e Skolaj Diwan Gwened, a glever amañ [2], hag a c'haller lenn amañ;
- 2012: savet ez eus ur ganaouenn gant Mark Kerrain, Redek a rin keit, a glever amañ: [3], hag a c'haller lenn amañ.
- 2014: gant Alambig Elektrik eo bet savet, a c'haller klevet amañ [4].
Bloavezh | Anv | Strollad |
---|---|---|
2008 | Ar Redadeg | EV |
2010 | Ar Redadeg | David Ar Gall/ Skolaj Diwan Gwened |
2012 | Redek a rin keit | Mark Kerrain |
2014 | Alambadeg | Alambig Elektrik |
2016 | Huch 'ta ! Redadeg | Adaozik ha bugale Skolaj Diwan Gwened[1] |
2018 | Betek an trec'h | Penn Salsardin[2] |
2020/1 | Deus'ta mignon | Lies |
2022 | Redadeg 2022 | Enora de Parscau |
Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En Euskal Herria: Korrika
- E Katalonia: Correllengua
- E Galiza: Correlingua
- En Iwerzhon : Rith
- E Kembre : Ras yr Iaith