Rith

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Rith zo ur redadeg aozet evit an iwerzhoneg hag a c'hoarvez bep eil bloaz. Graet eo bet evit ar wech kentañ e miz Meurzh 2010, da vare Seachtain na Gaeilge, sizhun an iwerzhoneg, aozet bep bloaz da vare deiz Gouel Sant Padrig. Loc'het e oa ar rederien eus Béal Feirste (Belfast) d'an 9 a viz Meurzh hag erruet e oant e Gaillimh (Galway) d'ar 17 a viz Meurzh, goude o redadeg a-hed 1 600 km a-dreuz Hanternoz Iwerzhon ha Republik Iwerzhon.

War skouer Korrika Euskadi eo bet graet Rith, evit dastum arc'hant da skoazellañ yezh ar vro, evel ma vez graet ivez gant Correllengua e Katalonia, Ar Redadeg e Breizh, Correlingua e Galiza ha Corsa d'Aran e Traoñienn Aran.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]