Mont d’an endalc’had

Ar Redadeg (kan)

Eus Wikipedia

Savet eo bet ar sonenn-mañ gant David ar Gall a-benn Redadeg 2008

Ret eo redek,
Pa vez kaer an amzer
Redek edan ar glav
Ret eo redek,
Pa vez noz pa vez deiz
Redek a gêr da gêr

Bec'h àrnomp, mall-bras eo monet
Bout lodek ha kemer perzh
Gwiskiñ ma botoù ha monet kuit
1,2,3 skarzh a ma zi

Glav pe heol pe fallamzer
'Verna ket bras, er-maez eh in,
A-dreuz parkoù ha koadoùier
1,2,3, me 'yay-me get ma c'hi !

Ribl d'ar bourrapl, 'pep lec'h e Breizh
Pondi, Kemperle, Sant Nazer
A vro Naoned da Benn-ar-Bed
1,2,3, me 'yay-me ha c'hwi ?

Dait ta genin da vale bro,
Da zizoleiñ hentoù nevez
Da anavet ar vraventez*
1,2,3, n'achuay ket hiriv !

Benn arc'hoazh eh imp ivez
Get kement a largentez
Ur bochad mignoned nevez
1,2,3 c'hoant 'm eus da esae !

Tud zo genin é redek
Leun a galon, a vegon
Redek, bevet ar brezhoneg !
1,2,3 a di da di !


  • /vrawite/
    • /ãsi/