Mont d’an endalc’had

Redadeg 2008

Eus Wikipedia
Redadeg vihan e Gwengamp.
Ar Redadeg, hentad Kemperle-Brieg.
Ar Redadeg, hentad Kemperle-Brieg.
Ar Redadeg, hentad Kemperle-Brieg.

Redadeg 2008 a oa ur redadeg 600 kilometr, war droad, noz-deiz, eus Naoned da Garaez, dre Redon, Gwened, Henbont, Kemper, Plougastell, Lesneven, Montroulez, Lannuon ha Gwengamp, aozet gant Diwan en deizioù kentañ a Vae e 2008 evit lidañ he 30 vloaz.

Aozet e oa gant ar gevredigezh Ar Redadeg, diazezet e Morzhell, e Bro-Roazhon.

Doare ar Redadeg kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur redadeg a-eilek e oa, 9 km a veze redet e pep eurvezh. Pep kilometr a veze redet gant un den er penn a-raok o tougen ur vazh-test kizellet e koad, ha neb a gare war e lerc'h. Evit dougen ar vazh-test war-hed ur c'hilometr e oa ret paeañ 100 euro.
E kêrioù ha kêriadennoù e veze aozet un degemer d'an arvesterien ha d'ar rederien, predoù, sonadegoù.

Goude ar Redadeg, ur chekenn roet da Ziwan : a-gleiz, Jean-Michel Sanner (Ar Redadeg), a-zehou, Patrick Herve (Diwan)

Hent redadeg 2008

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu an tennadoù-hent a zo bet redet : - 1añ a viz Mae: Naoned-Kemperle - 2 a viz Mae: Kemperle-Lanneur - 3 a viz Mae: Lanmeur-Karaez

Loc’hañ a reas ar redadeg e Naoned d’ar Merc'her 30 a viz Ebrel 2008, da walarn, da skeiñ war-du Gwened. Degouezhout a reas e Karaez d'ar Sadorn 3 a viz Mae, war-dro 16 eur 30, a-raok ar gouel aozet eno gant tud Diwan.
Kêrioù pennañ treuzet : Naoned, Kernitron-al-Lann, Blaen, Redon, Kistreberzh, Gwened, Sant-Teve, An Alre, Henbont, An Oriant, Kemperle, Banaleg, Rosporden, Kemper, Brieg, Kastellin, Daoulaz, Plougastell-Daoulaz, Ar Releg-Kerhuon, Gwipavaz, Plabenneg, Lesneven, Montroulez, Lannuon, Gwengamp, Plijidi, Karaez.

Redek ha kanañ: tonioù ha sonioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur ganaouenn a oa bet kempennet evit Redadeg 2008, gant EV, ur ganaouenn gozh, Redadeg, a c'haller selaou amañ: [1] (You Tube).

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Al Lanv, niverenn 115, miz Ebrel 2008
  • « Langue bretonne. Prenez le relais de la Redadeg » e-barzh Le Télégramme de Brest an 3 a viz Meurzh 2008.
  • Émission de France 3 Bretagne consacrée à Ar Redadeg : France 3
  • "La course pour le breton partira de Nantes", dans Maville.com de Nantes du vendredi 14 mars 2008: [[2]]