Plijidi
{{Infobox kumunioù Breizh
| anv = Plijidi
| anvOfisiel = Plésidy
| skeudenn = Menhir de Cailouan 2.JPG
| alc'hwez = Maen-hir Kaelouan.
| ardamezioù =
| bro = Treger
| departamant = Aodoù-an-Arvor
| arondisamant = Gwengamp
| kanton = Boulvriag (betek 2015)
Kallag (abaoe 2015)
| etrekumuniezh = Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
| bro velestradurel = Bro Gwengamp
| cp = 22720
| maer = Guy GautierFazi arroud : Kod digeriñ </ref>
hep kod serriñ <ref>
.
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gant an arme alaman e voe aloubet ar gumun e-pad an Eil brezel-bed. Er savadur a zo ur skolaj bremañ e oa bet graet un ti-lojañ soudarded. E-pad ar brezel-se e oa kalz a dud eus ar vro o stourm a-enep dezhi, hag un emgann bras a zo bet nepell alese e Koad Malaouen.
- Makiz Plijidi a zo bet savet ar Iñ Genver 1944 (kabiten ː Branchoux). Taget eo bet gant an Alamaned ar 27 Gouere 1944.
- Kemeret e voe 12 002 Lur en ti-post, gant izili eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 4 a viz Even 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg [1].
- Mervel a reas 21 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel [2].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Indez-Sina: ur soudard a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chapel ha kalvar Sant Erwan.
- Maen-hir Kaelouan, bet enrollet e 1887;
- Monumant ar re varv.
- Kalvar Feunteun ar C'hlan
- Maner Toull ar Golled, bet enrollet an 28 Mae1927;
- Chapel Sant Alor
- Chapel an Drinded (1779 evit ul lodenn), hag e groaz
- Chapel Sant-Alor (fin XVIIIvet)
- Chapel Sant-Erwan, gwechall Sant-Jakez (dismantroù), bet enrollet an 31 Meurzh 1926;
- Kastell Medig (XVIIIvet), diskaret goude un tan-gwall eus 1960. Roet en devoa e anv d'ar familh Cormier du Médic.
- Feunbteun Sant-Pêr, e-kichen ar bourg;
- Feunteun Santez-Anna e Kerhenry; o vont da get.
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buhez ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Div skol hag ur skolaj a zo e Plijidi: ur skol bublik gant tro-dro da 55 bugel enni, ur skol brevez (Sant-Jozef) gant war-dro 30 bugel ha Skolaj Diwan Plijidi gant 139 skolajiad (2008-2009) ha 202 e 2011-2012. E ti-kêr Plijidi ez eus 5 den o labourat.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [3].
Skolaj Diwan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur skolaj Diwan a zo eno abaoe 1995[4]. Ar skolaj nemetañ eo er gumun[5].
- E distro-skol 2020 e oa enskrivet 208 skolajiad e skolaj Diwan Plijidi.[6]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
le Baezhre,
aotrounez Tananguen ha Lanlay |
En argant e leon en gul krabanet ha teodet en sabel |
Cormier du Médic,
aotrounez Medig |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 279, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Lec’hienn ar skolaj
- ↑ Studiadennoù dre diriad Ofis Publik ar Brezhoneg
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019