Mont d’an endalc’had

Blaen

Eus Wikipedia
Ur pennad Blaen (Kembre) zo ivez.


Blaen
An ti-kêr
An ti-kêr
Ardamezioù
Bro istorel Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Kastell-Briant-Ankiniz
Kanton Blaen (pennlec'h)
Kod kumun 44015
Kod post 44130
Maer
Amzer gefridi
Jean-Michel Buf
2014-2020
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Bro Blaen
Lec'hienn Web http://www.ville-blain.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 10 352 ann. (2020)[1]
Stankter 102 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 28′ 37″ Norzh
1° 45′ 44″ Kornôg
/ 47.4769444444, -1.76222222222
Uhelderioù bihanañ 7 m — brasañ 44 m
Gorread 101,72 km²
Lec'hiañ ar gêr
Blaen

Blaen a zo ur gumun a Vreizh, e Liger-Atlantel, e gevred ar vro.

40 km eus Naoned emañ Blaen, war ribloù Kanol Naoned-Brest hag e-kichen Koad ar C'havr.

Tro-dro emañ kumunioù Faouell, Kernitron-al-Lann, Hierig, Kergaval, Kerrigon, Gwez, Gavr, Gwenred ha Bolvronn.

Stêr an Izar a rede dre ar gumun met ne chom un nebeud arroudennoù ken dre ma voe kemeret he naoz d'ober Kanol Naoned-Brest.

Hervez an niveridigezh ziwezhañ e 1999 ez eus 7731 annezad e Blaen. Hiziv avat, gant pikol kresk ar boblañs, e vrasjeder eo bet tizhet ouzhpenn 9200 a annezidi.

Dre garr emañ Blaen da 25 munut eus trowardroioù Naoned, da 50 munut eus Roazhon, da 20 munut eus Savenneg ha da 45 munut eus Sant-Nazer.

  • Erwan Vallerie ː Bableni, 1123; Blaing, 1148; Bleyng, 1254; Blen, 1287; Blain, 1341; Bleingn, 1345; Blein, 1355; Blaign, 1381; Blein, 1406; Bleign, 1407; Blaign, 1453; Blain, 1515; Bleing, 1519; Belain, 1630[2]

Brizhet etre argant ha glazur, e greskenn en gul

Implijet adalek 1924. Digemeret gant Kuzul ar Gumun e 1967.

Ardamezioù Guy de Blain (siell 1293), bet douget e-kerzh Kroaztdegioù gant baroned Pontkastell, ha degouezhet d'ar skourr yaouankañ familh Blaen. Kadarnet gant ar roue pa-z eo bet savet Blaen da varkizelezh[3]

  • Mervel a reas 225 gwaz abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,39% eus ar boblañs e 1911[6].
  • Mervel a reas 127 den abalamour d'ar brezel[7].

Trevadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darvoudoù sport a bep seurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 8,8 % eus anvioù-lecʼh ar gumun a zo brezhonek[9].
  • Panelloù divyezhek zo e mont-tre ar gumun abaoe 2002. Kentelioù brezhoneg zo bet e-pad pell e skolaj publik ar gumun.
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 47 skoliad (3,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[10].
  • Sinet e voe ar garta Ya d'ar brezhoneg d'an 29 a viz Gwengolo 2025[11].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kastell La Groulais.
  • Iliz katolik Sant Emilian ha Sant Laorañs, luc'hskeudenn[12].
  • Chapel Sant Rok, luc'hskeudennoù[13].
  • Iliz katolik Sant Emilian, luc'hskeudennoù[14].
  • Iliz katolik Sant Omer, luc'hskeudennoù[15].
  • Monumant ar re varv, luc'hskeudenn[16].
Pelec'h emañ Blaen e departamant al Liger-Atlantel.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Amproux

Geotet e deir daerenn en argant. [PPC]

Bidé de la Bidéaie

En argant, e leon en sabel, krabanek ha teodek en gul, eilet ouzh konk 1 gant ur greskenn en glazur, ouzh konk 2 gant ur steredenn en gul, hag ouzh beg gant un eil steredenn en gul. [PPC]

de Blain

Brizhet etre argant ha glazur, e greskenn en gul (siell 1225). [PPC]

Durand

Aotrounez Pont-Piétin

En argant e nav talbennan en sabel, 3, 3, 3


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Louis Bizeul, Dictionnaire du patois du canton de Blain, 1988
  • Gérard Locu, Blain et sa région : aperçu historique et touristique, 1975

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Erwan Vallerie : Traité de toponymie historique de la Bretagne. (3 volumes). Embannadurioù An Here. 1995.
  3. Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes de Loire-Atlantique. Froger SA. 1996.
  4. (fr)J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
  5. (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Blaen
  6. (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
  7. (fr)Memorial Genweb
  8. (fr)Memorial Genweb
  9. Jean-Yves Le Moing, Les noms de lieux bretons de Haute-Bretagne, Coop Breizh, 1990, p. 327
  10. Brezhoneg
  11. (fr)Cette ville de Loire-Atlantique est plus bretonne que jamais !, Ouest-France - 3 Here 2025
  12. (fr)Clochers de France
  13. (fr)Clochers de France
  14. (fr)Clochers de France
  15. (fr)Clochers de France
  16. (fr)Memorial Genweb
  17. http://www.francaislibres.net/liste/fiche.php?index=75022