Jacky Flippot

Eus Wikipedia

Jacky Flippot zo un emsaver ganet e Here 1947 ha genidik eus Sant-Visant-al-Lann. Eil-maer Blaen eo, ha prezidant Skol-Uhel Ar Vro. Bet eo bet meur a wech war ar renk evit dilennadegoù ar Rannvro Broioù al Liger hag ar gannaded evit Strollad Breizh.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa o chom e Kastell-Briant, hag eñ emzivad goude marv e dad e 1949, e voe desavet gant e vamm rediet da vont da vicherourez uzin. E-pad e studioù ez eas da labourat en ostalirioù er Baol. Resevet e voe evel bredklañvdiour hag anvet e Bredospital Blaen e 1966. Entanet gant istor ar Vro e ren kalz a obererezhioù tro-dro da istor ar bastell-vro, ratreerezh kastell ar Groulais (lec'h-kreñv ar Grennamzer a-us Blaen), an hini pennañ. Ezel eo eus kuzul-kêr Blaen ha eil-maer eo hiziv. Goude m'eo aet war e leve, kemeret en deus plas prezidant Skol Uhel ar Vro, e-lec'h ma oa bet oberiant-tre, bloavezhioù-pad.

Emsaver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez ar re gentañ o deus roet o anv da Strollad Breizh, eo aet war ar renk evel emsaver evit meur a zilennadeg e Bro-Naoned. E penn al listenn Ni ho savo Breizh e oa el Liger-Atlantel (hag e Broioù al Liger) evit an dilennadegoù Rannvro e 2010. Evel dilennad en deus roet harp evit krouiñ e 2019 ur c'hlas divyezhek brezhoneg-galleg er skol bublik Andrée-Chedid e Blaen.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Henry, Lionel, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yoran embanner, 2013. Pennad Flippot, Jacky.