Kaozeal:Redadeg 2010
N'eo ket Ar Redadeg 2010 a vefe ret implij kentoc'h?--Gwendal 15 Gwe 2009 da 18:39 (UTC)
- Ha talvezout a ra reolennoù ar brezhoneg evit ar Redadeg ivez? Lavarout a reomp : ar mor, Mor Breizh. Neuze: ar Redadeg, Redadeg 2010.
- Ar Redadeg 2010 a vije ... evel ar roue Loeiz, an Tad Maner, an Aotrou Doue, ar film Terminator, ar c'haner Jackson, an dugez Anna, ar c'harr Volvo, ar c'hirri Trabi, ar wiski Johnny Walker (un heug), ar c'hi Kore, ar pab Benead, ar Fiat Uno, ar biniaouer Nuñez, al lestr Lusitania, ar fuzeenn Ariane (berraomp al listenn evit chom hep skuizhañ al lennerien), ... ha 2010 anv ar redadeg-se eta, ha kement-se n'on ket evit krediñ. Met ma'z eo kamm ma foellata e c'haller goulenn alioù all. Bianchi-Bihan 15 Gwe 2009 da 19:05 (UTC)
- Kinnig a ran ober gant Ar Redadeg 2010 peogwir e reer gant ar stumm-mañ war al lec'hienn (amañ da skouer) hag e karfen ober gant an anv bet dibabet gant ar gevredigezh, daoust d'ar fazioù martezeus.--Gwendal 15 Gwe 2009 da 19:59 (UTC)
- Kinnig a rez lakaat fazi e-lec'h n'eus ket (er pennad), war zigarez ez eus unan gant an aozerien (en o lec'hienn-load). D'am meno hon eus holl da zoujañ ar yezh a lavaromp difenn, aozerien Ar Redadeg pe wikipedourien. Sellout a rin, ha diouzh ezhomm e c'houlennin digant an aozerien kemm: ar fazioù anat n'int ket martezeüs, ha n'eo ket re ziwezhat dezho reizhañ. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2009 da 03:15 (UTC)
- Miz a-raok deroù ar Redadeg (pe marteze a-raok) e vo gwelet pe anv a vo lakaet enta. Da c'hortoz miromp ar brezhoneg mat. Lakaet e vo an anv ofisiel evel ma vo (fazius pe nann) pa vo poent. Evit bremañ n'eo ket peurofisiel an anv. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2009 da 13:20 (UTC)
- Me 'zo a-du eo ret lakaat an anv ofisiel evit ar pennad. Evit ar poent n'eo ket sklaer, war al lec'hien e kaver Ar Redadeg dre vras, met Redadeg 2010 a gaver war ar pegsun. Me, ez personel, e rafen gant Ar Redadeg 2010, met gwelet e vo gant an anv ofisiel, pa vo sklaer ha dibabet. A galon--Y-M D 19 Gwe 2009 da 12:43 (UTC)
- N'ouzon ket petra eo an "anv ofisiel". Pa seller ouzh al lec'hienn e lenner an daou : « Redadeg 2010 » hag « Ar Redadeg 2010 ». Hervez reolennoù yezhadur ar brezhoneg n'eus nemet an hini kentañ eus an daou anv-se zo reizh, evel m'en deus displeget Bianchi-Bihan. Greomp gant an anv reizh neuze ! --Llydawr 21 Gwe 2009 da 20:24 (UTC)
- Me 'zo a-du eo ret lakaat an anv ofisiel evit ar pennad. Evit ar poent n'eo ket sklaer, war al lec'hien e kaver Ar Redadeg dre vras, met Redadeg 2010 a gaver war ar pegsun. Me, ez personel, e rafen gant Ar Redadeg 2010, met gwelet e vo gant an anv ofisiel, pa vo sklaer ha dibabet. A galon--Y-M D 19 Gwe 2009 da 12:43 (UTC)
- Miz a-raok deroù ar Redadeg (pe marteze a-raok) e vo gwelet pe anv a vo lakaet enta. Da c'hortoz miromp ar brezhoneg mat. Lakaet e vo an anv ofisiel evel ma vo (fazius pe nann) pa vo poent. Evit bremañ n'eo ket peurofisiel an anv. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2009 da 13:20 (UTC)
- Kinnig a rez lakaat fazi e-lec'h n'eus ket (er pennad), war zigarez ez eus unan gant an aozerien (en o lec'hienn-load). D'am meno hon eus holl da zoujañ ar yezh a lavaromp difenn, aozerien Ar Redadeg pe wikipedourien. Sellout a rin, ha diouzh ezhomm e c'houlennin digant an aozerien kemm: ar fazioù anat n'int ket martezeüs, ha n'eo ket re ziwezhat dezho reizhañ. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2009 da 03:15 (UTC)
- Kinnig a ran ober gant Ar Redadeg 2010 peogwir e reer gant ar stumm-mañ war al lec'hienn (amañ da skouer) hag e karfen ober gant an anv bet dibabet gant ar gevredigezh, daoust d'ar fazioù martezeus.--Gwendal 15 Gwe 2009 da 19:59 (UTC)
Sklaer
[kemmañ ar vammenn]Meur a reolenn zo en hon wiki-ni.
- Unan a zo : brezhoneg. Ar Redadeg 2010 n'eo ket brezhoneg.
- Unan all eo : an anvioù ofisiel, petra bennak ma vije si enno.
Ma vez dibabet an anv siek e vo ret lavaret peseurt si zo en anv e-barzh ar pennad, e-lec'h ober er bajenn-mañ, ha diskleriañ perak (anaoudegezh ar yezh o vont war fallaat, ne welan abeg all ebet).
Evel am eus skrivet dija, "ar Redadeg 2010" a zo un anv savet war ar patrom "an impalaer Napoleon", Napoleon eo anv an impalaer ha 2010 eo anv ar redadeg. Ma vez laret ar reder 2010 eo sklaer eo anv ar reder (abalamour d'e niverenn).
Pe neuze emaomp er-maez eus park ar brezhoneg, hag e-barzh hini ur yezh all, evel gant an anvioù Mat-Kalon, Ar Kastell, Breizh Punishers, Breizh Pesked, Breizh Gwin gwenn ha me oar-me. Setu danvez ur pennad nevez. Bianchi-Bihan 19 Gwe 2009 da 16:07 (UTC)
An anv reizh
[kemmañ ar vammenn]Kemmet eo bet an anv (meur a wech) e lec'hienn ar redadeg. Ezhomm a oa, graet eo, sklaer an traoù. 82.251.98.49 22 Gwe 2009 da 15:49 (UTC)
Sklaer!? Biskoazh kement all!!
[kemmañ ar vammenn]Dilezet em boa ar wikipedia brezhoneg un toullad mizioù zo (abalamour da emzalc'h mantrus an Ao Blanchi dreist-holl) met hiziv e rankan dont war ma c'hiz rak n'hallan ket lezel ur betis e-giz-se da dremen hep sevel ma zammig mouezh.
"Ar redadeg 2010" an hini zo reizh ha n'eo ket "redadeg 2010" (ha n'eo ket gwall vrezhoneg 'm eus aon).
Setu amañ an displegadenn : Degemer Redadeg 2010 e-lec'h Ar redadeg 2010 a dalvefe krediñ ez eo ar sintagm zo ganimp amañ renet gant reolenn ar renadenn-anv (ar c'harr / karr an tad / karr tad Yann). Ma vije gwir e vije ret lavaret *gouel brezhoneg 1992 (<gouel ar brezhoneg) ha *Emvod Kelted 2000 (<Emvod ar Gelted), met gouzout a rit-holl e vo lavaret gouel ar brezhoneg 1992 ha Emvod ar Gelted 2000 ha netra ken. Kement-mañ a brou n'ez eus ket renadenn-anv ebet amañ. E Kembraeg ivez e vo lavaret "Eisteddfod yr Urdd 2003" ha n'eo ket *"Eisteddfod Urdd 2003" / "Yr Eisteddfodd Genedlaethol 2000" ha n'eo ket *"Eisteddfod Genedlaethol 2000".
Ar redadeg 2010 n'eo ket ur renadenn-anv e mod ebet, n'eo ken met un doare berroc'h / berraet da lavaret ar redadeg (dalc'het er bloavezh) 2010
An dielfennañ kinniget gant an ao. Blanchi zo gwall baour... Ar sintagm "Ar redadeg 2010" n'eo ket savet diwar war ar patrom "an impalaer Napoleon" e mod ebet (war batrom "ar bloavezh 2000" marteze). Goulennet em eus bet en-dro din (e Breizh emaon er mare-mañ), hini ebet e-touez ar vrezhonegerien a vihanik na lavarfe *Redadeg 2010, direizh e vez kavet se gant an holl a anavezan. Goulennet em eus gant ar pennoù brezhoneg a anavezan ivez, memes kont.
Spi 'm eus e vo reizhet ar fazi.
Klasket en deus an ao. Blanchi bezañ glepoc'h eget ar glav ha dre-se plantet ur c'haer a fazi ha gwashoc'h zo, poulzet en deus reoù all d'e heul. Pegoulz e teuy da lavaret dimp ez eo "an hanter eus ar barrez" ha "penaos e oa ar pardon warlene?" fazioù hag penaos e rankfed lavaret *"hanter ar barrez" ha *"penaos e oa pardon warlene?".
Ne gomprenan ket petra zo kaoz ne vez ket enebet muioc'h ouzh an den-se? War zigarez ez eo oberiant, se an hini eo? Ma 'm eus un ali da reiñ deoc'h, eo diwallit outañ ha na lonkit ket kement tra a lavar deoc'h. Estregetañ zo barrek war ar brezhoneg.
A galon.
Fulub-Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 14 Mae 2010 da 09:49 (UTC)
- Pennoù brezhoneg : mat e vefe gouzout piv eo an dud-se. An holl ac'hanomp a anavez "pennoù brezhoneg"...
- "Brezhonegerien a vihanik" : neuze eo dav ober evelto, ha lavarout "Eus pelec'h te' zo?" (klevet e Kerne-Izel) pe c'hoazh "Ken bras eget..." (klevet e Leon)? Ha neuze implijout verboù evel telefoniñ ha frekañtiñ (klevet ivez) ? --Ex-Smith 15 Mae 2010 da 12:12 (UTC) 15 Mae 2010 da 12:11 (UTC)
- Souezhet on gant ho respont, Ao. Ex Smith. N'eo ma displegadenn na ma arguzennoù diazezet war ar fed ma vez pe ne vez ket lavaret gant ar Vrezhonegerien a vihanik. Diazezet eo war un dielfennañ poellek (d'am soñj). Degaset em boa ar vrezhonegerien a vihanik hag ar pennoù brezhoneg e fin ma displegadenn a-benn reiñ deoc'h da c'houzout e oan aet da c'houlenn en-dro ivez, netra ken (Evit a sell ar pennoù brezhoneg a anavezan n'on ket sur e plijfe dezho bezañ anvet hag implijet amañ hep o aotre.)
- Ne lavaran ket kenebeut e c'haller skrivañ "petra te zo oc'h ober?" "ne oar ket anezho" "partajiñ" war zigarez ma lavaret gant lod. Met an traoù-se zo emdroadurioù (fall pe difall, n'on ket sur), n'int ket fazioù yezh graet gant deskerien, reizh int da vat hervez sistem ar parlantoù ma vezont implijet. An droienn "Redadeg 2010" n'eo reizh nemet evit al lodenn eus an deskerien n'int ket direnket ganti. Evit ar vrezhonegerien varrek all (deskerien ha brezhonegerien a-vihanik) ez eo iskis-kenañ. Ha dreist-holl, ha hemañ eo ar pouezusañ tra am eus da lavaret, n'hoc'h eus ket droed da lavaret un dra diwir evel "Ar redadeg 2010" n'eo ket brezhoneg. Geo, brezhoneg eo hag ez eo!
- Fulub-Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 15 Mae 2010 da 20:57 (UTC)
Kaozeal
[kemmañ ar vammenn]Un devezh mat d'an aotrou Fulup, yac'h bepred.
Plijout a ra da genlabourerien zo digareziñ o diouer a labour, pe o ehan da labourat, abalamour d'un emzalc'h bennak, hervezo: aesoc'h e vez atav paouez a labourat eget sachañ war ar c'harr, ha pep digarez zo mat evit se. Lod a zgav gwelloc'h leuniañ ar pajennoù kaozeal hep sevel pennad ebet (n'eo ket evel-se ez omp erruet gant 33 000 pennad, anat d'an holl) met frankiz pep hini eo lavarout e soñj ha kenlabourat evel ma kar, gant ma n'aio ket da dagañ ar re all, d'ar verourien e vije da zegas kement-se da soñj d'ar re a ankoua reolennoù-diazez ar c'henvevañ.
Mat eo kaozeal eus yezhadur, ha n'eo ket ret d'an den bezañ a-du gant an holl, ha meur a hini zo barrek war ar yezh, n'emañ ket an holl skiant en he fezh en ur c'hlopenn, meur a sell a c'hall bezañ, pep hini a c'hall faziañ, feiz ya moarvat. Ha mat eo bezañ kelennet gant Yann pe Baol, gant Fulup pe Jakez. N'eo ket ret kunujenniñ ar re all evit se, na gervel an dud d'en em unaniñ a-enep unan bennak (lezenn William Lynch, keta?), sed aze un dagadenn bersonel (ne gomzan ket eus e c'hoari distummañ anvioù an dud) a vije ret d'ar verourien ober war he zro.
A-hend-all on prest da grediñ eo un tamm mat luzietoc'h an afer, evel gant skolioù Diwan hag ar skolioù Diwan.
Ma! Lakaomp e vijen dizesk a-grenn, tud all amañ a oar brezhoneg, hep bout o chom e Cayenne, ha n'o deus ket dislavaret ger ebet ganin: unan bepred zo aet a-du, n'eus nemet lenn uheloc'h.
Un den en deus savet ur ganaouenn anvet "Redadeg 2010", hep ger-mell, hag eñ kelenner e Diwan. Ne welan ket e vefe disheñvel e soñj diouzh hini Llydawr ha me. Gallout a ra Fulup redek da zroukkomz diwar e benn ha hini an holl re all e forom ar Redadeg. Bianchi-Bihan 14 Mae 2010 da 10:35 (UTC)
- A-du e savan gant Fulup Cayenne war poentoù 'zo. Soñjal a ran memestra e ranker chom sioul ha seven gant ar re all (anvioù, doare da gomz...), zoken ma ne c'heller ket gouzañv hini pe hini, mar plij. --Y-M D (kaozeal) 14 Mae 2010 da 21:39 (UTC)
A-du ? diwar-benn petra ?
[kemmañ ar vammenn]- Evit aesaat ur gaoz ne vez ket trawalc'h lavarout e vezer a-du, ma ne lavarer ket diwar-benn petra.
- Souezhus gwelout ur merour o komz eus "gouzañv hini pe hini" e-lec'h kas tud zo da lenn ar skrid ofisiel wikipedia :tagadennoù personel .
- Lavarout a ra an aotrou Fulup :"Ar redadeg 2010" an hini zo reizh ha n'eo ket "redadeg 2010" (ha n'eo ket gwall vrezhoneg 'm eus aon). Leuskel a ran ar frazenn-se da bep hini d'he barn.
- Kavout a ra mat keñveriañ Ar Redadeg, ha Gouel ar Brezhoneg. D'am soñj e krog fall e arguzennerezh.
- Evel-just e vez lavaret Gouel ar Brezhoneg 1992, evel Eisteddfod yr Urdd 2003. Kement-se ne brou ket n'eus renadenn-anv ebet evel ma lavar Fulup : prouiñ a ra ez eus un anv divoutin, a zo Gouel ar Brezhoneg, heuliet gant ur renadenn anv, 1992.
- Gallout a reer marteze degemer Ar Redadeg 2010 adalek ma komprener Ar Redadeg evel un anv divoutin ivez, pezh a ra moarvat an aotrou Fulup. Din-me, pa n'eo ket echu c'hoazh an eil Redadeg, pa n'eus bet nemet unan a-raok, hini 2010 (mar deo aotreet gant an aotrou Fulup lavarout hini 2010), pa ne welan abeg ebet da ober eus ar Redadeg-se un anv divoutin c'hoazh, n'eus nemet ober gant Redadeg 2010, a zo savet reizh e-keñver brezhoneg, goude ma n'eo ket anavezet gwall vat an holl reolennoù-diazez gant an holl yaouankizoù o redek.
- A-hend-all e plij din kenañ an dud vat a zo gouest da damall da unan all, n'eo ket an traoù lavaret na skrivet gantañ, met traoù hag a c'hallje, a gav dezhe, bezañ bet skrivet gantañ: Pegoulz e teuy da lavaret dimp ez eo "an hanter eus ar barrez" ha "penaos e oa ar pardon warlene?" fazioù hag penaos e rankfed lavaret *"hanter ar barrez" ha *"penaos e oa pardon warlene?". Se n'eo ket arguzenniñ ken, feiz fall ne laran ket. Bianchi-Bihan 15 Mae 2010 da 09:59 (UTC)
- An displegadenn bet degaset gant Fulup Cayenne hag a gavan kendrec'hus a zo ar frazenn da-heul : Ar redadeg 2010 n'eo ket ur renadenn-anv e mod ebet, n'eo ken met un doare berroc'h / berraet da lavaret ar redadeg (dalc'het er bloavezh) 2010. Evidon ez eo Ar Redadeg an ofisiel an abadenn, hag ouzhpennañ 2010 a zo evel evit termeniñ eus peseurt hini 'zo kaoz (un doare da niverenniñ anezho). Marteze e vefe mat studiañ reizhded an doare-se da zielfennañ an anv. --Y-M D (kaozeal) 15 Mae 2010 da 15:27 (UTC)
- Da vihanañ e vo bet kendrec'het un den gant displegadenn Fulup pa lavar n'eo ket ur renadenn-anv eo 2010. N'eo ket trawalc'h gouzout petra n'eo ket avat : bremañ e vije ret gallout lavarout petra eo! Gortozomp 'ta!
- Un tamm paour, evel 'larfe Fulup, eo an arguzenn Ar redadeg 2010 n'eo ket ur renadenn-anv e mod ebet, n'eo ken met un doare berroc'h / berraet da lavaret ar redadeg (dalc'het er bloavezh) 2010.
- Rak ur renadenn-anv zo un doare berr da lavarout un dra dre natur.
- Teir skouer :
- Redadeg 2010 a vez lavaret eus ur redadeg a zo bet graet e 2010. Redadenn Yann eus ur redadenn graet gant Yann. Redadeg Karaez eus unan c'hoarvezet e Karaez. Bianchi-Bihan 16 Mae 2010 da 13:38 (UTC)
Keñveriadenn
[kemmañ ar vammenn]D'am soñj e c'hellfe bezañ reizh an daou stumm, damgevatal o ster met disheñvel o frammadur kevreadurel pa geñverier gant ar saozneg "The London Fun Run 1998" (pe reishoc'h d'am sonñj "The London Fun Run, 1998" pe "The London Fun Run (1998)", kv. "Ar Redadeg 1998") ha "The 1998 London Fun Run" ("Redadeg 2000" - kemmet ar bloaz evit mont e-bioù da guidennoù all a sav diwar an daore da lenn an deiziad e saozneg...). Traoù heñvel a sav e galleg da skouer gant "l'article de Le Monde " (amreizh e-keñver ar yezhadur boaz "l'article du Monde") rak "le Monde" eo titl ar gelaouenn dres m'eo "Ar Redadeg" anv ar redadeg-mañ, pe c'hoazh "n'A Nosa Terra" (degemeret evel ar stumm reizh) pe "en A Nosa Terra" (klevet alies evit an hevelep abeg)... Tu z' da goazeal ha da chom hep bezañ a-du gant unan bennak all hep mont war hent ar c'hunujennoù d'am soñj (o soñjal e komzoù Fulup Cayenne). A galon, Neal (Kaozeal) 15 Mae 2010 da 20:19 (UTC)
- Thanks Neal, you'd never say "1998's London Fun Run" though, would you? N'haller ket keñveriañ "The 1998 London Fun Run" gant "Redadeg 2000". "The 1998 London fun Run" ne heul ket patrom ar renadenn anv. Mar fell deoc'h keñveriañ *redadeg 2000 e vefe ret mont da glask pe *1998's London Fun Run zo direizh da vat d'am divskouarn pe neuze The London Fun run of 1998 zo posubl marteze a-walc'h, met na vo ket implijet da vrudañ un degouezh bennak. Pa vez brudet un dra bennaket e vez lavaret "The 2000 Grand National" peotramant "the Grand National(,) 2000".
- A-hend-all ne welan ket pelec'h em eus kunujennet hini ebet, "sotoc'h egat an den hen kelenn" n'eo ken met ar ger-stur a implijan da sinañ.
- A galon. Fulub-Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 15 Mae 2010 da 20:38 (UTC)
- E saozneg e c'heller lâret (kentoc'h evit bloavezhioù 2000 hag a zo luziet an doare d'o distagañ e saozneg): "The 1998 Grand National", "The Grand National, 1998", "The Grand National of 1998" pe c'hoazh "The greatest hits of 1999" pe "1998's greatest hits". An diforc'h? Un elefenn distag diouzh an titl eo ar ger-mell e "The Grand National" met n'eo ket e "the greatest hits". Disheñvel eo d'am soñj "Ar Redadeg" (m'az eo hemañ an titl ofisiel) diouzh "ar redadeg"... Ne lâran ket e rank bezañ heñvel e saozneg hag e brzhoneg, evel-just (nag e brezhoneg ha kembraeg ivez...), nemet keñveriañ toiennoù disheñvel.
- "Betis" a zo anezhañ un dagadenn. N'eo ket nemet ar gerioù a implijer met an ton a c'hell bezañ kunujennus: n'haller ket klemm rak un "emzalc'h manrtrus" diouzh un tu ha klask trenkañ ar soubenn diouzh an tu all. A galon, Neal (Kaozeal) 16 Mae 2010 da 10:12 (UTC)
- Trugarez Neal,
- Da zisplegadenn zo dedennus, met "1998's greatest hits" n'eo ket tre ar memes tra. E galleg e vefe lavaret "le meilleurs hits de 1998" hag e brezhoneg ivez e vefe lavaret "tonioù gwellañ 1998". N'eus ket kaoz eus un degouezh a vruder. Bez onest amañ, mont a rafes da lavaret "1998's Grand National?", mont a rafes da skrivañ se war ar skritelloù? Ne gav ket din. N'eo ket ret mont da glask e saozneg forzh penaos. Koulz eo ober e galleg. Ar pezh a droer amañ eo "La Redadeg 2010" ha n'eo ket "la redadeg DE 2010". Met war a seblant zo lod o deus poan o kompren kement-mañ. War ar skinwel ne vez ket lavaret "Le Tour de France de 2010"(nemet ha keñveriañ hennezh gant "Le Tour de France de 2009"), "le Tour de France 2010" an hini a vo lavaret ha skrivet. Eus se zo kaoz amañ ha mann ebet all.
- Degas a ran soñj dit e oa bet embannet traoù evel "Ar Redadeg 2010 n'eo ket brezhoneg" (sic), "redadeg 2010 eo ar stumm reizh" gant lod amañ. Souezhet on n'eus deuet merour ebet amañ da reizhañ ar bommoù diwir-se. Ret e oa din sevel ma mouezh.
- Kompren a ran ar pezh a fell dit lavaret evit an ton am eus implijet, met ne lavarfen ket e oa "kunujennus", mont a rez pell ganti, goapaus marteze a-walc'h, ne rin ket mui.
- Regards ;-) Fulub-Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 16 Mae 2010 da 19:07 (UTC)
- Me gav din e vefe mat tremen da draoù all. Da lavaret eo kenderc'hel da eskemm war ar gudenn evit envel ar pennad, met laoskel a gostez ar c'hunujennoù. D'am soñj en deus komprenet hor mignon Fulup ar reolennoù ha kelaouet eo bremañ. Ne vefe ket fall mont war-raok. --Y-M D (kaozeal) 16 Mae 2010 da 19:57 (UTC)
- Trugarez da Fulup hag a-du gant Y-MD. Neal (Kaozeal) 17 Mae 2010 da 08:03 (UTC)
Evezhiadennoùigoù
[kemmañ ar vammenn]- Ma lennfe Filipig kazetennoù gallek zo (lakaomp L'Equipe) e welfe e komzer eus "la coupe du monde de 2010" ha "le tour de france de 2010" evel eus "le paris-roubaix de 2010" ha traoù all heñvel. Goude-se, posubl eo, e vije lavaret eveltañ ivez gant tud all:
- Kaer e kavan e frazenn : Neuze "La Redadeg 2010" ha n'eo ket "la redadeg DE 2010". Sur eo neuze ne gomzomp ket nag ar memes galleg, nag ar memes brezhoneg. Sklaer eo c'hoazh pa lennan gantañ pelloc'h: "le Tour de France 2010" an hini a vo lavaret ha skrivet. Eus se zo kaoz amañ ha mann ebet all. Galleg modern flim-flamm eo marteze, ha se a fell dezhañ treiñ, n'eo ket ma galleg-me avat.
- Kompren a ran ivez eo treiñ e c'halleg dezhañ a fell dezhañ ober: ne welan ket perak e vije ret treiñ, na perak e c'halleg-eñ.
- Neuze pa skriv ouzhpenn Met war a seblant zo lod o deus poan o kompren kement-mañ e vin a-du gantañ.
- Ha pa skriv ivez War ar skinwel eo anat ne gomprenan ket: rak war ar skinwel e lakaan-me ar pod-bleunioù.
Komzomp bremañ eus an anv
- ar ger redadeg zo un anv-kadarn: neuze eo reizh Redadeg 2010. Lavarout ar c'hontrol zo kement ha kemmañ ar yezhadur.
- Goude-se e fell da lod e vije un anv divoutin: neuze Ar Redadeg. Chom a ra da c'houzout petra eo an anv divoutin en-resis: Redadeg pe Ar Redadeg? pelec'h e krog, a-raok pe goude ar ger-mell, aze emañ an dalc'h.
- Ma c'haller lavarout Redadeg warlene (ha ne oa ket anezhi) e c'haller lavarout Redadeg 2010, n'eus ket da dortal.
- Ma fell da lod ober gant Ar Redadeg mann nemet peogwir e lavaront en o galleg La Redadeg 2010 n'eo ket abeg a-walc'h. N'haller degemer Ar Redadeg 2010 nemet peogwir e lakaer un anv boutin da dremen da anv divoutin. Betek-hen n'eus bet nemet div redadeg. Pa dostao Redadeg 2012 e fello da lod moarvat lakaat Ar Redadeg 2012. Ken neuze ne vo nemet goulenn alioù un toullad "pennoù brezhoneg" estreget mignoned Fil Lipig. Bianchi-Bihan 17 Mae 2010 da 09:40 (UTC)
- Moarvat ne lennomp ket ar memes embannadur : pa lennan L'Equipe ha traoù all e welan "La Coupe du Monde 2010", "Le Tour de France 2010", "Paris-Roubaix 2010". Pelec'h e c'heller lenn an arroudennoù meneget ?--81.53.54.131 17 Mae 2010 da 12:01 (UTC)
- Gwir eo e vez diaes kavout galleg reizh a-wechoù : fr:Coupe du monde de football de 2010, e-kichen doareoù all. Met pouezusoc'h kalz arguzenniñ amañ db ar brezhoneg. Bianchi-Bihan 17 Mae 2010 da 13:00 (UTC)
- Trugarez vras d'an Ao. B*anci evit e evezhiadennouigoù leun a fent hag a garantez.
- Bennozh Doue dit evit ma anv nevez (Filipig), evel a lavarfe egile "I had it coming!". Plijout a ra din, ha spi 'm eus ne yelo merour ebet da c'hourdrouzañ ac'hanoc'h evit bezañ plantet fent amañ ;-)
- Mantret on gant un dra bennak evelkent. Mont da galsk abeg em zamm brezhoneg hag em zamm galleg a-benn difenn ho tezenn n'eo ket eus an onestañ-holl.
- Ho teorienn db. an anvioù boutin ha divoutin, etc. zo farsus met kamm ez eo.
- Ne lavarit netra db. an daou boent kadarn-mañ :
- 1. Db. an dielfennañ yezhadurel sklaer am eus roet. Ma ranker tremen eus "ar Redadeg" da "redadeg 2010" pa ouzhpenner "2010" da "ar redadeg" e sinifi ez eus ur bomm renet gant reolenn ar renadenn-anv-jenitiv ('genitive'). A-benn gwiriañ kement-se em eus amprouet ar bomm en un doare "skiantel" a walc'h (hervez hentenn ar yezhadur). "an tok", evel ma ouzer, a zeu da vezañ "tok Yann" pa lakaer "Yann" war e lerc'h (ha n'eo ket an tok Yann ha se zo kaoz e kav deoc'h (da ex-Smith ha da Llydawr) e ranker lavaret "Redadeg 2010". Met daoust hag ur renadenn-anv-jenitiv zo amañ, n'eus ket a lavaran-me (ha reou all), rakar, ma vije unan e vije ret lavaret "gouel brezhoneg 2010" e lec'h "gouel ar brezhoneg 2010". (an tok a zeu da vezañ tok an amezeg hag a zeu da vezañ tok amezeg Yann). Mar lavarit e ranker lavarit "redadeg 2010" ha ma lavarit n'eo ket brezhoneg lavaret "ar redadeg 2010" e lavarit d'an dud penaos e rankont lavaret frazennoù "emvod kelted 2000", "gouel brezhoneg 2010" e lec'h "emvod ar Gelted 2000", "gouel ar brezhoneg 2010", netra na vir ouzhoc'h a cheñch reolennoù ar brezhoneg evel just.
- 2. Db. ar skouerioù am eus roet deoc'h e kembraeg : "Y Pasg 2010", ha koulskoude ez eo techet ar c 'hembraeg da implijout ar renadenn-anv-jenitiv muioc'h evit ar brezhoneg. Evel just hoc'h lavaret un dra bennaket, un tamm "bluff" a lavarfen zokenoc'h, db. ar frazennoù gallek, dre chañs e oa deuet 81.53.54.131 da ziarbenn ac'hanoc'h. Nag e brezhoneg... Petra emaoc'h o vont da lavaret din, penaos n'eo ket reizh lavaret "ar brezel 14" / "ar brezel 1914-18" marteze?
- Ao. B*anci, gouzout a ran n'eo ket aes asantiñ bezañ difaziet, met n'eo ket ret mont da bismigañ en aner yezh an difazier a-benn en em zifenn, na c'hoazh e gunujenniñ (nann, n'on ket deus ar re a lenn L'equipe ;-))
- A galon, ho keneil feal, Fil Lipig Fulub-Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 17 Mae 2010 da 20:20 (UTC)
Faziet out, paotr: difaziañ a-walc'h a ran dre amañ evit gouzañtiñ bezañ difaziet abaoe pell zo, met se n'hallez ket gouzout. Ha lod , pa n'ouzont ket, ne vezont ket pell o faltaziañ. Ma n'eo ket aes dit-te bezañ difaziet eta, n'eo ket ret mont da gontañ bidennoù db ar re all, pa n'ouzout ket.
Rak pa n'ouzout ket e sav kredennoù d'az penn betek lavarout: met n'eo ket ret mont da bismigañ en aner yezh an difazier a-benn en em zifenn, na c'hoazh e gunujenniñ (nann, n'on ket deus ar re a lenn L'equipe ;-)). Eus da frazenn e teskan daou dra
- ne oa ket plijet dit an evezhiadennig db da skinwel, a oa din ur fazi, evel redadeg 2010 dit-te, hag a zo reizh din,
- e kavez eo ur gunujenn bezañ eus ar re a lenn "l'Equipe", a lennan aliezik
hag a lennin c'hoazh hiziv.
Man 'met traoù a-bouez eta.
Ar skouerioù a roez e brezhoneg a zo anvioù divoutin darvoudoù bep tro, ha ne welan ket e vijent gwall niverus: n'eo ret dispenn yezhadur ar brezhoneg evit un dornadig gerioù. Gwelout a ran ez eus daou rumm anezhe: ar re evel Gouel ar Brezhoneg, dibaot a-walc'h, hag ar re evel Ar Redadeg, hag a zo dibaotoc'h c'hoazh, nevez-flamm-filin ma'z eo.
- Peogwir ez eus bet graet anv ac'hanon gant Fulub-Cayenne e lavarin kement-mañ : "ar Redadeg + 2010" n'emañ ket da vezañ keñveriet gant "Emvod ar Gelted + 2010" pe gant "Eisteddfod yr Urdd + 2010" met gant "an Emvod + 2010" pe "yr Eisteddfod + 2010". Reizh e kavan lavaret "an Emvod" hag "Emvod 2010", "yr Eisteddfod" hag "Eisteddfod 2010", evel ma kavan reizh lavaret "ar Redadeg" ha "Redadeg 2010". Evit ar c'hembraeg, ra sello Fulup-Cayenne ouzh lec'hienn Eisteddfod vroadel Kembre hag ouzh ar gaoz-mañ er Wikipedia kembraek. --Llydawr 18 Mae 2010 da 16:45 (UTC)
- Llydawr ker,
- Trugarez evit da gemenadenn. Doujañs a rankan kaout ouzh da savboent, met ne zisplegez na ne brouez netra pa lavarez "evel ma kavan reizh lavaret "ar Redadeg" ha "Redadeg 2010". Dedennus am eus kavet ar goulenn ac'h eus lakaet war ar wikipedia Kembraeg, met n'on ket a-du gant ar respont nemetañ ac'h eus bet. Ha lakaet em eus ma zamm respont eno, ur respont hag a c'halli lenn pa gari. Gwir e vez lavaret traoù ha skrivet traoù evel "Eisteddfod 2010" ha "Pasg 2010" e kembraeg, met levezon ar framm genitiv n'eo ken. Startoc'h eo enebiñ ouzh seurt emdroadur e kembraeg, dre ma kemm ar yezh buan-kenañ ha dre ma n'eo ket troet Kembreiz gant an dielfennañ yezhadurel. An hini en deus respontet dit ne oa "Yr Eisteddfod 2010" nemet saoznegaj zo aet re vuan ganti. E-leizh a skouerioù a gavi skrivet e kembraeg mat ma c'halli lenn traoù evel "Y Nadolig 2000", "Y Pasg 2000", etc.
- Distroomp d'ar brezhoneg, pa'z eo gwir ez eo eus ar brezhoneg zo anv amañ. Ar pezh a fell din lavaret amañ eo se : N'hoc'h eus ket droed da lavaret "Ar redadeg 2010 n'eo ket brezhoneg". Nag "ar brezel 14", brezhoneg eo pe n'eo ket? Geo, brezhoneg eo sur eo ha n'eo ket marteze. Traoù zo a vez kavet drol en holl yezhoù, frammoù zo a gaver iskis, se a gomprenan a-walc'h. Evel "un daoulagad", "an deiz kentañ'r bloaz", etc. Met den ebet n'en deus droed da lavaret n'int ket reizh, dreist-holl pa vez embannet se gant deskerien bet desavet e galleg. Goulennet em eus en-dro din gant brezhonegerien gozh ha hini ebet na lavarfe "redadeg 2010". Bremañ ma fell deoc'h reiñ lañs d'an droienn "redadeg 2010", e c'hallit ober laouen, plijout a ra emdroadurioù-yezh din, ken-ha-ken. Ul lisañs yezhadurel zo e brezhoneg ivez. N'eo ket me a yelo da reizhañ lugan ebet na kaner ebet.
- Ma ne gomprenez ket perak e implijan "karr amezeg Yann" da amprouiñ reizhded "redadeg 2010", petra a ri... "Dielfennañ yezhadurel" a vez graet eus se. Marteze n'out ket boas ouzh an teknik? N'eo ket diaes koulskoude. Gallout a ran addisplegañ dit, ma kerez. Ma lavarez e ranker tremen eus "ar redadeg" da "redadeg 2010" (ha n'eo ket "ar redadeg 2010") e talvez e soñj ganit e ranker implijout ur framm genitiv. Ma goulenn-me eo daoust hag ur framm genitiv zo pa lavarer "la Redadeg 2010" / "Le Tour de France 2003" / "La guerre 1914-18", etc. A-benn ober kement-se e kinnigan arnodiñ ar bomm : lakaomp e vefe "redadeg ar brezhoneg" anv ar redadeg, ha lakaomp e rankfed ouzhpennañ "2010" d'ar bomm "redadeg ar brezhoneg", petra hon defe "redadeg brezhoneg 2010" pe "redadeg ar brezhoneg 2010", anat dit ez eo an eil a vo lavaret rak "redadeg brezhoneg 2010" ne sinifi ket a dra. Petra emaon o paouez prouiñ gant ma zamm arnodenn amañ : ouzhpennañ ur bloavezh war-lerc'h un darvoud resis ne c'houlenn ket un treuzmadur genitiv. Hag ur skouer vev am eus da reiñ dit war ar marc'had "ar brezel" / "ar brezel 1914-1918". N'hallan ket ober sklaeroc'h eget se.
- A galon.
- Fulub-Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 18 Mae 2010 da 19:26 (UTC)
Keit ha m'emeur ganti, marteze e c'hellfer mont da geñveriañ gant an arabeg, implijet gantañ ur frammadur yezhadurel heñvel. Neal (Kaozeal) 18 Mae 2010 da 11:21 (UTC)
Arguzennerezh kamm
[kemmañ ar vammenn]Lennet em eus ar respont faeüs graet gant Filipig d'hon c'henlabourer Llydawr. Ya, doujañs a rankfe kaout ouzh pep savboent hag ouzh pep hini.
- Lavarout a ra ne zisplegez na ne brouez netra pa lavarez "evel ma kavan reizh lavaret "ar Redadeg" ha "Redadeg 2010". Gwall bell ez a ganti, evel pa vije ezhomm da brouiñ pezh a gaver er yezh pemdez. Eñ an hini na zispleg na ne brou netra.
- Skrivañ a ra ivez : N'hoc'h eus ket droed da lavaret "Ar redadeg 2010 n'eo ket brezhoneg". N'on ket a-du : ma ne gaver troienn heñvel ebet er yezh a-raok, eo ouzhpenn trawalc’h da lavarout : n’eo ket brezhoneg.
- Skrivañ a ra : Nag "ar brezel 14", brezhoneg eo pe n'eo ket? Hervez e soñj eo sklaer ar respont : Geo, brezhoneg eo sur eo ha n'eo ket marteze. Alioù all zo estreget e hini, evel diwar-benn Alan Stivell. Din n’eo ket brezhoneg. Ha neuze ?
- Ha neuze, a-du gant ar Filipig en taol-mañ : Traoù zo a vez kavet drol en holl yezhoù, frammoù zo a gaver iskis, se a gomprenan a-walc'h.
- Lavarout a ra goude : Evel "un daoulagad", "an deiz kentañ'r bloaz", etc. Opala ! N’haller ket lakaat traoù ken disheñvel er memes sac’h.
- A-enep a-grenn avat emaon d’ar frazenn-mañ : Met den ebet n'en deus droed da lavaret n'int ket reizh, dreist-holl pa vez embannet se gant deskerien bet desavet e galleg.
- Pep hini en deus droed ha gwir da lavarout pezh a soñj diwar-benn e yezh, gant arguzennoù.
- Ne oar ket penaos eo bet desavet an dud, n'en deusket d'ober anv eus se.
- Me lavar n’eo ket reizh, rak n’eus netra all heñvel er yezh.
- Pa skriv Goulennet em eus en-dro din gant brezhonegerien gozh ha hini ebet na lavarfe "redadeg 2010" ne gavan ket eo ret krediñ anezhañ.
- Pa skriv N'eo ket me a yelo da reizhañ lugan ebet na kaner ebet n'eo ket ret krediñ anezhañ c'hoazh: n'eus nemet sellout ouzh e labourioù diwezhañ en hon wiki-ni.
- Siek e kavan e arguzennerezh pa loc’h diwar ar galleg. Moarvat ne verz ket, met pa ro ar skouer « "La guerre 1914-18 » e tispleg orin ar skouer « ar brezel 14 » war un dro. Ha setu ar skouer nemeti kavet gantañ er yezh. N'eus ket peadra da gemm ar yezhadur c'hoazh na da gomz eus emdroadur ar yezh. Troiennoù gallek zo e brezhoneg, petra vern keit ma ne deuont ket da vezañ reolenn? Lavarout a ran ar brezel 14, hag en em blijout peogwir emaint er yezh, met ne garfen ez afe lod betek en em lavarout pe en em sellout evit kement-se.
- Siekoc'h c'hoazh pa lavar: lakaomp e vefe "redadeg ar brezhoneg" anv ar redadeg. Gant martezeoù e vez maget al leueoù, ha pa vez berr an arguzennoù e kroger gant martezeoù evel lostoù-leueoù a-seurt gant hennezh. Lakaomp e vije bet lakaet "redadeg ar brezhoneg" evel anv d' Ar Redadeg ha kavet e vefe degadoù a dud o klemm abalamour m’eo brezhoneg gwall fall.
Eñ a gav sklaer e zisplegadenn? Me gav eo sklaer n'eus displegadenn ebet. Bianchi-Bihan 20 Mae 2010 da 08:14 (UTC)
Gwarezet
[kemmañ ar vammenn]Evit ma ne gendalc'hfe ket an dud da gemmañ ha kemmañ adarre anv ar redadeg em eus divizet gwareziñ ar bajenn. Pa 'vo sioulaet an traoù pe pa 'vo un emglev e c'hellimp tennañ kuit ar gwarez. Ma 'vefe ezhomm kemmañ an danvez pe ouzhpennañ titouroù (dre ma 'z eo fresk an darvoud) e c'helloc'h mont e darempred ganin, dre ma c'hellan me (evel merour) degas kemmoù d'ar pennad. Trugarez. Gant ma 'vo un eskemm frouezhus ha talvoudus. --Y-M D (kaozeal) 20 Mae 2010 da 16:38 (UTC)
- D'am soñj ez eus droukvesk etre ar re a labour war ar pennad abaoe bloaz hag an hini a zo nevez deuet d'ober reuz, evel ma ra bep an amzer. Bianchi-Bihan 20 Mae 2010 da 16:44 (UTC)
- Abeg ebet e chomfe prennet ar pennad. Goulenn a ran ma vo addigoret evit lakaat ur skeudenn bennak. Bianchi-Bihan 22 Mae 2010 da 10:48 (UTC)
- Ma 'peus c'hoant da lakaat traoù er pennad e c'hellez lavaret din petra hag e c'hellin me en ober (evel merour e c'hellan kemmañ ar pennad c'hoazh). Mod all eo mat din diwareziñ ar pennad, met an holl a c'hello kemmañ ar pennad en-dro. --Y-M D (kaozeal) 22 Mae 2010 da 13:27 (UTC)
- Gortoz a rin eta. Met doareoù all zo da bellaat ar freuzerien anavezet. Bianchi-Bihan 22 Mae 2010 da 13:42 (UTC)
- Prennet bepred. Bianchi-Bihan 25 Mae 2010 da 13:24 (UTC)
- Trugarekaat. Aesoc'h labourat pa vez dibrennet ar stal-labour. Bianchi-Bihan 25 Mae 2010 da 16:27 (UTC)
- Gortoz a rin eta. Met doareoù all zo da bellaat ar freuzerien anavezet. Bianchi-Bihan 22 Mae 2010 da 13:42 (UTC)
- Ma 'peus c'hoant da lakaat traoù er pennad e c'hellez lavaret din petra hag e c'hellin me en ober (evel merour e c'hellan kemmañ ar pennad c'hoazh). Mod all eo mat din diwareziñ ar pennad, met an holl a c'hello kemmañ ar pennad en-dro. --Y-M D (kaozeal) 22 Mae 2010 da 13:27 (UTC)
- Abeg ebet e chomfe prennet ar pennad. Goulenn a ran ma vo addigoret evit lakaat ur skeudenn bennak. Bianchi-Bihan 22 Mae 2010 da 10:48 (UTC)
Eisteddfod 2010 hag all
[kemmañ ar vammenn]War a seblant eo bet hon c'hamarad (a vije o chom tostoc'h eus Kerdiz eget eus Cayenne) o klask kenteliañ ar wici cymraeg diwar-benn e arguzennerezh, hep kendrec'hiñ den [[1]]. Un dra a remerkan avat: ne oa ket ken uhel an tamm gantañ eno, hag amañ hepken en deus diskarget e sailhadoù fae. Bianchi-Bihan 25 Mae 2010 da 17:22 (UTC)