Malgeneg
Malgeneg | ||
---|---|---|
An ti-kêr. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Malguénac | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Gourin | |
Kod kumun | 56125 | |
Kod post | 56300 | |
Maer Amzer gefridi | Dominique Guégan 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Pondi Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Pondi | |
Lec'hienn web | malguenac.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 840 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 48 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 207 m bihanañ 73 m — brasañ 222 m | |
Gorread | 38,45 km² | |
kemmañ ![]() |
Malgeneg a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War richerioù Bonnechère, Frétu, ha Santez-Trifin, emañ Malgeneg
- Kumunioù amezek
Seglian | Klegereg | Klegereg |
Gwern | ![]() |
Pondivi |
Gwern | Gwern | Ar Sorn |
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marteville & Varin ː Maigeechac'h
- Erwan Vallerie ː Malgenac, 1194, 1221 ; Melgennac, 1228 ; Maelgannac, 1274 ; Melguennec, 1301 ; elguennac', Melguenac, 1301 ; Meoulguenac, 1314 ; Meoulguennec, 1314 ; Melguegnac, 1315 ; Melganac, Melguenac, Melguennac, Malguennac, 1315 ; Malganac, Melguenac, 1373 ; Malguenac, 1387 ; Melguengnac, 1482 ; Melguenac, 1516.
- Gerdarzh
- Herve Abalain ː un anv den gant mael "penn", "priñs" + cann "gwenn", "skedus".
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un digoll a 1 500 lur a voe paeet gant ar barrez d'an Aotrou de la Pierre ha da tud all eus Pondivi goude an distrujoù bet graet e kêr e-pad an emsavadeg[2].
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Malgeneg, Lescodan e anv, goude an emsavadeg[3].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Malgeneg e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Klegereg; e Bann Pondi e oa; gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe miret ha brasaet kanton Klegereg gant ar memes anv, ha chom a reas Malgeneg ennañ; lakaet e voe Malgeneg en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800[4],[5].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Ar Sorn d'ar 1añ a viz Meurzh 1869 diwar lodennoù eus kumunioù Bizhui, Gwern, Malgeneg, Pondi ha Stival[6],[7].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 89 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,08 % eus he foblañs e 1911[8].
- Mervel a reas eizh den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[9].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lia Sant-Nizon
- Peulven Sant-Steven
- Priodi, ha goude maner Moustouer Lann, XVvet kantved, bet distrujet e-kerzh XVIIIvet kantved, gant e c'houldri hag e di-oranjez. Deut da vezañ kastell Moustouer Lann, echuet er bloaz 1781.
- Kastell Lesturgant (XVvet, XVIvet); adaozet e 1885; kouldri eus 1697; dismantroù un vilin avel eus 1736.
- Iliz sent Pêr ha Paol, bet adaozet e XIXvet kantved,
- Chapel Itron-Varia Moustouer
- Chapel Sant-Steven Stumultan (XVvet, XVIvet); feunteun eus 1881.
- Chapel Sant-Padarn (fin XVvet-deroù XVIvet); tour bet adsavet e 1927
- Chapel Sant Pedig[10] (lodennoù eus XVIvet kantved)
- Chapel Sant Gweltaz (XVvet-XVIIIvet)
- Dismantroù chapel Sant-Nikolaz
- Feunteun devosionoù Sant-Nikolaz, bet adaozet e 1862
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- Mammenn : EBSSA.
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Joakim Gwilhom (1797-1857), skrivagner brezhonek
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
du Roscoët Aotrounez Lesturgant En argant e deir rozenn en gul skoret en geot |
El lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eugène Thibault (1871-1929) : Penaos emañ bet savet tour-iliz Malgeneg, Dihunamb niv. 72, Genver 1911 – Adembannet en dastumad Torkad, Al Lanv, 2019, pp.281-3 (ISBN 978-2-916745-31-2)
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- Daniel Delattre : Le Morbihan. Les 261 communes. 2004
- A. Marteville & P. Varin, warlec'hien Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. Molliex. Rennes. 1843. Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 159 ha 160
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 214
- ↑ Cassini - EHESS - Malgeneg - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.14
- ↑ Cassini-EHESS
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Sant Podig, hervez Marteville & Varin, 1843; Sant Pedig, hervez Daniel Delattre, 2004