Gwern (kumun)
Evit ar sterioù all, gwelit Gwern.
Gwern | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Guern | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Pondi | |
Kod kumun | 56076 | |
Kod post | 56310 | |
Maer Amzer gefridi | Joseph Le Bouédec 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Pondi Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Pondi | |
Lec'hienn web | guern.free.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 314 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 28 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 140 m bihanañ 67 m — brasañ 188 m | |
Gorread | 47,01 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwern a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Pondi e departamant ar Mor-Bihan.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar stêr Sar emañ Gwern.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Wern, 836; Guer, 1122; Gern, Guern, Guer, 1124; Guer, 1187; Guerne, 1709
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
en glazur e seizh mailhenn en aour e c'hrenngonk plezhek etre argant ha gul
- diwar ardamezioù familh Guer (skourr eus Le Sénéchal de Carcado. 1444; diforzhet gant ur c'hrenngonk). |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwern a oa ur barrez eus eskopti Sant-Maloù.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Mêlrant; e Bann Pondi e oa; dilamet e voe kanton Mêlrant e 1801 gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Gwern en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800 hag e Kanton Pondi bet miret ha brasaet e 1801[2],[3].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Ar Sorn d'ar 1añ a viz Meurzh 1869 diwar lodennoù eus kumunioù Bizhui, Gwern, Malgeneg ha Pondi[4],[5].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: 139 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,12 % eus he foblañs e 1911;
- Eil Brezel-bed: mervel a reas 15 den abalamour d'ar brezel;
- Brezel Aljeria: ur gwaz a varvas[6].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E kêriadenn Kelwenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E kêriadenn Kelwenn e kaver ar benniliz Intron-Varia bet savet tro 1476, ur feunteun eus ar XVvet kantved hag ur Scala Sancta bet savet er XVIIvet kantved.
- Ar benniliz.
- Ar Scala Sancta, XVIIvet kantved.
- Ar feunteun.
- Kroaz ar vered.
Chapelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chapel Sant Yann, 1585.
- Fontaine de Locmeltro.
- Chapel, kalvar ha feunteun Lokmeltroù, XVIvet kantved.
- Chapel Boderel, XVIIIvet kantved.
- Chapel Sant Jili, XVIIvet kantved.
- Chapel Sant Salaun.
- Chapel ar Gerveur.
Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Maner Menorval.
- Ar vourc'h hag he zier kozh.
- Traonienn ar Sar.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1790 | ? | Le Mouel | Labourer-douar | |
Meurzh 2001 | Meurzh 2008 | Yves Perez | ||
Meurzh 2008 | → bremañ | Joseph Le Bouédec | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Le Baillif,
aotrounez Quillio |
En aour e c'hastell en sabel, e sourinan balirant en argant |
![]() |
Foullé,[7]
aotrou ar barrez Gwern |
En argant e dreustell en gul karget gant tri peul en glazur, hag heuliet gant c'hwec'h erminig en sabel, 4, 2 |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. 1999
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 126
- ↑ Cassini - EHESS - Gwern - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 14, 126 ha 378
- ↑ Cassini-EHESS
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Jean Foullé, kadoriad an Imbourc'hioù eus Breujoù Breizh e 1562