Mont d’an endalc’had

Joakim Gwilhom

Eus Wikipedia

Joakim Gwilhom[1] pe Joakim Guilhom[2], Joachim Guillome er marilhoù-kêr, ganet e Malgeneg d’ar 1 a viz Meurzh 1797 ha marvet e Kergrist d’ar 5 a viz Here 1857, a oa ur beleg breizhat eus Bro-Wened, ur yezhadurour, ur barzh hag ur skrivagner brezhonek.

Ganet en un tiegezh kouerien, e kêriadenn Bonarzh, e parrez Malgeneg, e c’hellas ober studioù uhel evit mont da veleg a-drugarez d’e eontr, lesanvet "Gwilhom Vras", a oa bet ur c'homandant er Chouanerezh a-raok mont da veleg ha bezañ anvet da berson e Gregam, goude sinadur ar C’honkordad e 1804.

P'edo J. Gwilhom gant e studi e skolaj roueel Gwened e kemeras perzh en emsavadeg ar skolajidi aet da skarzhañ ar soudarded a oa bet kaset gant an impalaer Napoleon e 1815.

E 1821 e voe beleget hag anvet da gure e Sine ; e 1828 e voe dilec'hiet da Bleuwigner rak displijet e oa bet an eskob Charles-Jean de La Motte de Broons de Vauvert abalamour da dro-spered ar c'hure yaouank. Ne voe ket anvet da berson a-raok 1841, e Kergrist, e-lec’h ma varvas e 1857. Koulskoude e chomas mignon d’ar prelad Yann-Vari ar Joubiouz, sekretour prevez an eskibien.

  • Grammaire française-bretonne contenant tout ce qui est utile pour apprendre la langue bretonne de l’idiome de Vannes, Gwened, Ti-moullerezh Galles, 1836.
  • Livr er labourér, Gwened, Ti-moullerezh De la Marzelle, 1849. Adembannet e 1923. Adembannet gant Preder e 1979.
  • Guerzenneu eid Escobty Guened, Gwened, J.-M. Galles, 1857.
  • Kalon Mari, revue de Bretagne et de Vendée, 1857.
  • Gwilhom, person Kergrist, Gwened, 1857.
  • Imitation er Hiérhiès glorius Vari ar scuir imitation Jesus-Chrouist, Gwened, Ti-moullerezh Galles, 1864.
  • Vocabulaire nouveau, ou Dialogues français et bretons, Gwened, Ti-moullerezh Galles, 1885.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant Joakim Gwilhom
Diwar-benn Joakim Gwilhom
  • Abeozen : Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ, Brest, Embannadurioù Al Liamm, 1957.
  • Lukian Raoul : Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien vrezhonek’’, Brest, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad : Guillome, Joachim.
  • Yves Le Berre : Livr el laboureur : géorgiques bretonnes. Studiadenn gent : Le paysage de rêve’’. Testenn an embannadur 1849 e fac-simile, Brest, Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, 1991. Cahiers de Bretagne occidentale, (ISBN 2901737072)
  • Yves Le Berre : La littérature de langue bretonne : livres et brochures de 1790 et 1918, Levrenn II, Brest, Emgleo Breiz-Ar Skol brezoneg, 1994. Pennad : Guillome Joachim.
  • Paskal Rannou (renerezh) & al. : La littérature en langue bretonne des origines à nos jours, Gourin, Embann ar Menezioù Du, 2024, p. 134.
  1. Abeozen, Istor Lennegezh an Amzer-vremañ, p. 19.
  2. Lukian Raoul, Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien, Al Liamm, 1992, p. 128.