Mont d’an endalc’had

Kastell Pondi

Eus Wikipedia
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Kastell Pondivi
Ar Gwenn-ha-Du dirak Kastell Pondivi

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Kastell Pondivi, anvet ivez Kastell ar Roc'haned[1] a voe savet e Pondivi er XVvet hag er XVIvet kantved gant tiegezh Roc'han.

Ur c’hastell kentañ a voe savet e Pondivi en IXvet kantved, war a seblant, gant noblañsoù tiegezh Porc'hoed. Gant Alan II Roc'han e voe savet war ribl ar Blavezh ur c’hastell anvet ar Sal, e 1128. Distrujet e voe ar c’hastell-se e miz Du 1342 gant soudarded saoz ar roue Edouarzh III e-pad Brezel hêrezh dugelezh Breizh. Gant mein ar rivinoù e voe savet ur gouent e-kichen. Goude ar Brezel hêrezh e teuas Pondi da vezañ kêr-benn douaroù beskonted Roc'han. Lakaet e voe sevel ur c’hastell nevez gant ar beskont Yann II Roc'han, mab-kaer d’an dug Frañsez II hag enebet outañ, pa oa savet a-du gant roue Bro-C'hall, Charlez VIII. Kroget e voe al labourioù e 1479 hag echuet e voent e 1488. En amzer-se en em astenne kêr Bondi etre ar c’hastell er biz hag an iliz-parrez er mervent.

Protestanted e teuas da vezañ aotrouien tiegezh Roc'han hag er XVvet kantved e voe Pondivi unan eus kreñvlec’hioù ar Brotestanted e Breizh. E-pad ar Brezelioù a Relijion e voe lakaet seziz war ar c’hastell gant soudarded Dug Mercœur, harpet gant soudarded spagnol. E 1603 e voe graet un dugelezh eus beskontelezh ar Roc’haned gant ar roue Herri IV, hag en em ziazezañ a reas Herri II Roc'han e kastell Pondivi. En XVIIIvet kantved e voe atredet ar fozioù. E 1621 ne oa mui nemet tri zour hag e 1781 e oa un eil tour o kinnig kouezhañ en e boull. E-kerzh an Dispac'h Gall e voe lakaet ar c’hastell da vezañ ul lez-varn.

E 1940 e voe savet, e kastell Pondi, gant pennoù Strollad Broadel Breizh, Frañsez Debauvais, Olier Mordrel, Marcel Guyesse ha Célestin Lainé, Kuzul Broadel Breizh, un doare gouarnamant da c’hortoz evit ur Vreizh dizalc’h. Un 200 den bennak a gemeras perzh er vodadeg-se. Dilennet e voe Debauvais e penn Kuzul Broadel Breizh. Embannet e voe un disklêriadur awenet gant mennozhioù faskour ar gelaouenn Stur, renet gant Mordrel, Disklêriadur Pondi a ginnige sevel e Breizh ur renad kar da hini Franco e Spagn.

Emañ ar c’hastell war un dorgennig, dreist ar Blavezh, en hanternoz d’ar gêr gozh. Stumm ur c’harrez zo gantañ gant tourioù er c’hornioù ha fozioù en-dro d’ar mogerioù-kreñv. Savet e voe er bloavezhioù 1480, en un amzer ma voe kroget da ober gant kanolioù da lakaat seziz war ar c’hestell. Hiziv ez eus c’hoazh daou dour bras gant balegoù-tarzhelloù. Un hent-tro toet brav zo war ar mogerioù. Mont a reer e-barzh ar c’hastell dre ur pont diloc’h ha n’eo ket dre ur pont-gwint.

Lakaet e oa bet kastell Pondivi da vonumant istorel e 1953. Kempennet-mat e oa bet etre 1955 ha 1972. Perc’hennet eo bremañ gant 14vet dug Roc’han, Josselin de Rohan, ha feurmet e vez da gêr Bondivi. Gweladenniñ ul lodenn vat anezhañ a c’haller.

  1. Met meur a gastell, a vaner pe a balez zo bet gant tud eus tiegezh Roc'han : e Josilin, e Roc'han, hag er-maez eus Breizh ivez : e Strasbourg, Saverne, Vienna...