Mont d’an endalc’had

Stur (kelaouenn)

Eus Wikipedia

Stur a oa ur gelaouenn broadelour breton perc'hennet gant Frañsez Debauvais hag Olier Mordrel. Sañset e oa da vezañ embannet bep daou viz, evel ur gelaouenn studi breton evit reiñ d'an Emsav prederioù a live uhel. En gwirionez, ar gazetenn a oa unan broadelour sokialour a-grenn met e galleg, gant pennadoù e gallaoueg pe e brezhoneg a-wechoù. Kavet e veze e-barzh pennadoù enepyuzev, o tifenn ar "ouenn vreton". Ne voe ket kavet lennerien e-leizh gant ar gazetenn.

Ar gelaouenn War-du ar pal, krouet gant ar vreudeur Delaporte, a oa enebet ouzh Stur hag a embanne mennozhioù gouennelour pell hag enep katolik.

Embannet e voe ar gazetenn Stur etre 1934 ha 1939 hag etre 1942 ha 1943.

Pal ar gelaouenn a oa kendrec'hiñ ar brasañ niver gant programm politikel Mordrel anvet "SAGA" (Strollad Ar Gelted Adsavet). Mammennoù ar gelaouenn Stur a zo dreist-holl selloù Olier Mordrel hag a oa an hini a skrive ar muiañ e-barzh. Ar vammenn bennañ a zo Alamagn an Trede Reich hag an naziegezh. Kerkent hag an niverenn gentañ e veze embannet testennoù gant Goebbels hag Hitler. Biken ne zeuas a-benn da dizhout ar pal, al lennerien a oa tud kendrec'het dija gant ar mennozhioù-se. Ouzhpenn se, ar pennadoù enep-kristen a veze embannet enni a lakaas ar gristenien da chom pell diouzh al luskad-se.

Anv ar gelaouenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv ar gelaouenn a zo bet awenet gant titl ar gelaouenn "Spur", anv « kelaouenn ar yaouankizoù alaman » (Zeitschrift des deutschen Jungen), ur gazetenn a voe lennet nebeut niverennoù anezhi gant Olier Mordrel dre e gamaladed alaman. Ar ger "stur" a zo ivez un doare da embann e vezo penn d'ar begen d'an Emsav Breton a vefe sturiet gant ar gelaouenn evit adsevel Breizh.

Skrivagnerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]