Adolf Hitler

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hitler)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Adolf Hitler
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
AllegianceImpalaeriezh alaman Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAdolf Hitler Kemmañ
Anv-bihanAdolf Kemmañ
Anv-familhHitler Kemmañ
MoranvBöhmischer Gefreiter, Onkel Wolf, Wolf Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Ebr 1889 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBraunau am Inn Kemmañ
Date of baptism22 Ebr 1889 Kemmañ
Deiziad ar marv30 Ebr 1945 Kemmañ
Lec'h ar marvFührerbunker Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Lec'h douaridigezhtalvoud dianav Kemmañ
TadAlois Hitler Kemmañ
MammKlara Pölzl Kemmañ
PriedEva Braun Kemmañ
Kompagnun(ez)Maria Reiter, Eva Braun, Geli Raubal Kemmañ
GodparentJohanna Pölzl Kemmañ
Den heverkBenito Mussolini, Jozef Stalin, Eva Braun, Albert Speer Kemmañ
Yezh vammalamaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetAustrian German, alamaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridalamaneg Kemmañ
Place of detentionLandsberg Prison Kemmañ
Kondaonet evithigh treason Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Tachenn labourNaziegezh, Nazi propaganda, diktatouriezh vilourel, Politikerezh Kemmañ
KargReich Chancellor, Reichsstatthalter, President of Germany, member of the Reichstag of the Weimar Republic, member of the Reichstag of Nazi Germany Kemmañ
Bet war ar studi eLambach Abbey, Staats-Realschule of Linz, Bundesrealgymnasium Linz Fadingerstraße Kemmañ
Deroù ar prantad labour1914 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour30 Ebr 1945 Kemmañ
Strollad politikelGerman Workers' Party, Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
Lifestylevegetarianism Kemmañ
Relijiontalvoud dianav Kemmañ
Liv an daoulagadglas Kemmañ
Liv ar blevblev rous Kemmañ
Kleñvedkleñved Parkinson, Kleñved Naplez Kemmañ
Has petBlondi Kemmañ
Partner in business or sportJozef Stalin Kemmañ
Perzhiad eAktion T4, Loskaberzh, Beer Hall Putsch Kemmañ
Grad milourelGefreiter, Gefreiter Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Wehrmacht Kemmañ
Korf an armeImperial German Army, Wehrmacht, Bavarian Army, troadegiezh Kemmañ
Military unitQ1796056 Kemmañ
Oberenn heverkMein Kampf Kemmañ
Ezel eusStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
Darvoud-alc'hwezEil Brezel-bed Kemmañ
Bet kinniget evitPriz Nobel ar Peoc'h Kemmañ
EfedEil Brezel-bed Kemmañ
Deskrivet dreTime Magazine Kemmañ
Dedennet gantart collection Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerreproduction right not represented by CISAC member Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadLiemers Museum, NIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies, Museon-Omniversum Kemmañ
Rummad tostCategory:Works about Adolf Hitler, Category:Works by Adolf Hitler, Category:Personal staff of Adolf Hitler Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Facial hairtoothbrush moustache Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Reference Library Kemmañ
Roll elfennoùlist of streets named after Adolf Hitler, Adolf Hitler's adjutants Kemmañ
Adolf Hitler

Adolf Hitler (ganet d'an 20 a viz Ebrel 1889 e Braunau am Inn, Aostria ha marvet dre emlazh d'an 30 a viz Ebrel 1945 e Berlin) a oa ul livour kartennoù-post dianavezet deuet da vezañ ur politikour aostrian-alaman, penn an NSDAP (alamaneg: Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei, strollad nazi), kañseller (adalek miz Genver 1933) ha prezidant (adalek 1934) Alamagn ha "Führer" (d.l.e. sturier) an Trede Reich nazi.

Hervez ar pezh a lenner en e levr Mein Kampf (skrivet gantañ asambles gant Rudolf Hess en toull-bac'h e 1924) e oa anat dezhañ e oa tonket da vezañ (Vorsehung) sturier ar bobl alaman, ha se zo kaoz e stagas d'ober war-dro politikerezh goude fin ar brezel bed kentañ, e dibenn ar bloavezh 1918. Dre ma oa helavar ha ma ouie ober brud e tastumas kalz a dud en-dro dezhañ buan a-walc'h.

E 1919 e lakaas e anv en DAP, a zeuas da vezañ an Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei ur pennadig war-lerc'h.

Diwar e urzh eo e voe kroget an Eil Brezel Bed dre dagañ Polonia d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939 ha drouklazhet 11 milion bennak a dud (en o zouez 6 milion a yuzevien) e kampoù-diouennañ savet gant an SSed war dachenn Polonia dreist-holl ha gant an Einsatzgruppen gwallvrudet. Kiriek eo ivez da varv 30 milion bennak a dud all lazhet e-kerzh ar brezel kroget gantañ.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwezenn familh Adolf Hitler

Adolf Hitler a zo bet ganet d’an 20 a viz Even 1889 en ostaleri Gasthof zum Pommer, Vorstadt Nr. 219, e Braunau am Inn, ur gêr vihan eus Aostria-Uhel e-kichen harz Alamagn-Aostria. Pevare eo eus ur familh 6 bugel Alois Hitler an tad ha Klara Pölzl ar vamm. An darn vrasañ eus ar vugale a varv d’un oad izel; e c’hoar vras Paula († 1960) a zo an hini nemeti a chomo bev. Alois Hitler, tad Adolf, a oa maltouter. Ganet ar 7 a viz Even 1837, Alois a gemer da gentañ anv familh e vamm, Maria Anna Schicklgruber met d’ar 6 a viz Even 1876 e kemer anv e dad “Hitler”. Desavet eo Adolf en un doare strizh gant e dad, kozh a-walc’h, war e leve e 1895. An 3 a viz Genver 1903 e varv e dad, heuliet an 21 a viz Kerzu 1907 gant e vamm hag a varv diwar krign-bev ar bronn. Lisead na fall na mat da vare e skoliata e lise Realschule Linz, nac’hañ a ra Hitler heuliañ hent e dad. Deuet da vezañ emzivad, bevañ a ra gant ur yalc’had vihan. C’hwitañ a ra div wech e arnodenn evit mont da akademiezh arzoù-kaer Vienna e 1907 hag an 8 a viz Here 1908. Plijout a ra dezhañ sonerezh Richard Wagner ha plijout a ra dezhañ lenn ivez. Ober a ra leun a dammoù labourioù disheñvel, en ur vevañ er baourentez e-pad 5 bloaz. Diwezhatoc’h e skrivo e barzh Mein Kampf : « E-pad 5 bloavezh ‘m eus ranket, e-giz darbarer er penn-kentañ, ha livour bihan goude-se, gounit va boued ha ma gopr a oa re zister evidon da zebriñ." E-kerzh e vloavezhioù tremenet e Vienna eo e krogo Hitler da vezañ gouennelour, memes ma 'z eo dibosupl gouzout da beseurt mare resis eo ez eo kroget da grediñ en ideologiezh-se.

Adolf Hitler e Immola, Finland. A-dreñv dezhañ e Focke-Wulf Fw 200 Condor personel.
En e raok:
Paul von Hindenburg
(Prezidant Alamagn)
"Führer"
Eost 1934 – Ebrel 1945
War e lerc'h:
Karl Dönitz


En e raok:
Kurt von Schleicher
Kañseller Alamagn
Ardamezioù Trede Reich
Genver 1933 – Ebrel 1945
War e lerc'h:
Joseph Goebbels

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Joachim C. Fest : Hitler (2 levrenn). Paris : Gallimard, 1973.
  • (en) Thomas Weber, Hitler's First War. Oxford : Oxford University Press, 2011(ISBN 978-0-19-922638-2) — Hervez an oberour ne voe ket Hitler kaporal gwech ebet ha ne gemeras ket perzh en emgannoù. Ne rae nemet kas lizheroù d'ar jeneraled, dek kilometr a-drek al linennoù.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.