Mont d’an endalc’had

Iwan an Diberder

Eus Wikipedia
Iwan an Diberder
Obererezh Skrivagner
Ganedigezh d'an 8 a viz Gouere 1887
en Oriant
Marv d'ar 17 a viz Meurzh 1959
e Gwened
Yezh skrivañ brezhoneg ha galleg

Sinadur


Iwan an Diberder (Yves Le Diberder e marilh an ti-kêr), ganet en Oriant e 1887, ha marvet e Gwened d'ar 17 a viz Meurzh 1959, a oa ur skrivagner brezhonek hag a skrive e yezh Gwened dreist-holl.

Desavet e voe en Arzhanaou abalamour d'e yec'hed gwan. Eno e teskas brezhoneg met ankounac'hat a reas anezhañ pa zistroas gant e dud. Adstagañ a reas gant ar brezhoneg e Roazhon el lec'h ma oa aet da studiañ. Studiañ a reas kerneveureg ivez gant Joseph Loth. Ur mestr war yezhoù ha lennegezhioù keltiek e oa deuet da vezañ. E 1912 e tiskrivas Kontadennoù ar Marv, bet dastumet war vaezioù Bro-Wened. Er memes bloavezh e krouas gant Yann-Ber Kalloc'h ar gelc'hgelaouenn Brittia hag a badas betek ar Brezel bed kentañ.

E-pad ar brezel e voe kaset da Vro-Vakedonia. Goude-se e voe levrier en Angers e-lec'h ma kemeras perzh er c'helc'h keltiek. E-pad an Eil brezel bed e kenlabouras gant ar c'helaouennoù pemdeziek La Dépêche ha La Bretagne hag ivez gant embannadennoù e brezhoneg evel Sav. Kenderc'hel a reas da skrivañ goude an eil brezel-bed, betek e varv e Gwened e 1959. Imram Mael Duin a zo bet skrivet gantañ ha Loeiz Herrieu.

Kalz a anvioù-pluenn en deus bet: Erwan Kentajus, Youenn Didro, Ap Kenan, Alain Hervé, Cloman Ardeùen

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, p.215-216.