Alan Paton

Eus Wikipedia
Alan Paton

Alan Stewart Paton (Pietermaritzburg, 11 Genver 1903 - Durban, 12 Ebrel 1988) a oa ur skrivagner saoznek eus Suafrika hag a oa enebet ouzh an apartheid.

Eus ur familh saoznegerien e oa, eus Natal. Goude e studioù e teuas da vezañ kelenner. Etre 1935 ha 1949 e labouras en Diepkloof Reformatory, un ensavadur a zegemere felladennerien yaouank du. Degas a reas kemmoù er mont en-dro ha lezel ar re yaouank da vont er-maez p'o deveze un emzalc'h dereat.

Er bloavezhioù 1940 e veajas e meur a vro dre Europa hag e Stadoù-Unanet Amerika, da c'houzout hiroc'h a-zivout ar skolioù er broioù-se ha war o c'hreizennoù evit ar felladennerien yaouank. Pa oa e Norvegia e stagas da sevel e romant kentañ, Cry, the Beloved Country hag a voe echuet gantañ e 1946 e San Francisco. Meur a levr all a savas war-lerc'h, er bloavezhioù 1950, 1960 ha 1970, hag arc'hant a c'hounezas ganto.

E 1953 e voe unan eus ar re a savas Strollad frankizour Suafrika hag a oa a-enep lezennoù an apartheid lakaet war ar vro gant ar gouarnamant. Prezidant ar gostezenn-se e oa pa voe divodet gant ar gouarnamant e 1968, abalamour ma oa ur strollad digor d'an holl dud, pe liv bennak e ve o c'hroc'hen. Abalamour d'e vennozhioù e voe tennet e baseporzh digant Alan Paton e 1960 ha ne voe daskoret dezhañ nemet dek vloaz diwezhatoc'h.

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1948 Cry, The Beloved Country (savet ur film diwarnañ e 1951)
  • 1950, Lost in the Stars, gant Maxwell Anderson
  • 1953: Too Late the Phalarope
  • 1955: The Land and People of South Africa
  • 1956: South Africa in Transition
  • 1960: Debbie Go Home
  • 1961: Tales from a Troubled Land
  • 1964: Hofmeyr
  • 1965: South African Tragedy
  • 1965: Spono, gant Krishna Shah
  • 1967: The Long View
  • 1968: Instrument of Thy Peace
  • 1969: Kontakio For You Departed
  • 1972: Case History of a Pinky
  • 1973: Apartheid and the Archbishop: the Life and Times of Geoffrey Clayton, Archbishop of Cape Town
  • 1975: Knocking on the Door
  • 1980: Towards the Mountain
  • 1981: Ah, but Your Land is Beautiful
  • 1988: Journey Continued: An Autobiography
  • 1989: Save the Beloved Country
  • 2008: The Hero of Currie Road: the complete short pieces