Gwerz Skolvan
Skolvan, pe Gwerz Skolvan zo ur werz e brezhoneg diwar-benn un den anvet Iannik Skolan, pe Skolvan, en deus lazhet ur beleg, c'hwezet an tan en un iliz, jahinet e c'hoarezed. Pardon eus e bec'hedoù a c'houlenn digant e vamm.
Tennañ a ra d'ur varzhonek kembraek, Yscolan, e Levr Du Caerfyrddin ha lakaet war gont Myrddin.
Dastumerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dastumet eo bet gant :
- Yann-Vari Penwern (Yannic Scolant)[1]
- Kervarker, hag anvet Yannig Skolan er Barzhaz Breizh ;
- Gab Milin, (Iann-Es-Kolmwenn)[2] e 1862 ;
- Fañch an Uhel, (Iannik Skolan) e 1867 ;
- Claudine Mazéas, eus Gwengamp, a lakaas Marie-Josèphe Bertrand da ganañ eviti en enrolladenn gentañ zo bet graet (1959).
- Donatien Laurent, en deus dastumet meur a stumm etre 1959 ha 1968[3].
Meur a stumm zo eta.
Kanerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yann-Fañch Kemener a enrollas Ballade de Skolvan war e gentañ albom, adenrollet er bladenn Swing and Tears gant al laz Skolvan.
- Anne Auffret
- Annie Ebrel.
Hervez Donatien Laurent e vefe gwerz Skolvan diwar-benn buhez Sant Koulmkell.
Al "levr bihan" meneget er werz en dije da welet neuze gant an dornskrid bet adskrivet diwar hini Sant Finnian a Moville, a vije bet kaoz hervez lod da emgann Cul Dréimhne. En abeg d'al lazhadeg-se e vije bet roet pinijenn da Sant Koulm kuitaat e vro, ha mont da dreiñ ouzh Doue kement a eneoù estren evel ma oa bet lazhet en emgann.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ dornskrid 93, folio 82-84 (Gwerin Niv. 9, Hor Yezh, 1997)
- ↑ Bulletin de la Société académique de Brest (1862)
- ↑ La gwerz de Skolan et la légende de Merlin, in Ethnologie française, nouvelle série, tome 1, numéro 3-4, 1971