Emgann Cul Dréimhne
Neuz
Emgann Cúl Dreimhne zo bet er VIvet kantved e Sligo e gwalarn Iwerzhon.
Hervez a gonter e oa savet, war-dro 560, tabut etre an abad Koulmkell hag an abad Finnian Cluain Eraird abalamour d'ul levr salmoù. Koulmkell en devoa eilskrivet an dornskrid er scriptorium dindan Sant Finnian, hag en-sell e oa da virout an eilskrid. Sant Finnian a nac'has ar gwir-se outañ.
Ar roue Diarmait mac Cerbaill a varnas: "Da bep buoc'h he leue, da bep levr e eilskrid."
Koulmkella lakeas klan Uí Néill d'en em sevel ouzh ar roue Diarmait. Emgann a voe, ma voe lazhet 3,000 den.
An istor-se eo a vefe kontet en Gwerz Skolvan.