Gwerz Skolvan

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yannig Skolvan)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Skolvan, pe Gwerz Skolvan zo ur werz e brezhoneg diwar-benn un den anvet Iannik Skolvan, en deus lazhet ur beleg, c'hwezet an tan en un iliz, jahinet e c'hoarezed. Pardon eus e bec'hedoù a c'houlenn digant e vamm.

Tennañ a ra d'ur varzhonek kembraek, Yscolan, e Levr Du Caerfyrddin ha lakaet war gont Myrddin.

Dastumerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastumet eo bet

Meur a stumm zo eta.

Kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koulmkell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Donatien Laurent e vefe gwerz Skolvan diwar-benn buhez Sant Koulmkell.

Al "levr bihan" meneget er werz en dije da welet neuze gant an dornskrid bet adskrivet diwar hini Sant Finnian a Moville, a vije bet kaoz hervez lod da emgann Cul Dréimhne. En abeg d'al lazhadeg-se e vije bet roet pinijenn da Sant Koulm kuitaat e vro, ha mont da dreiñ ouzh Doue kement a eneoù estren evel ma oa bet lazhet en emgann.