Skolvan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gilles Le Bigot

Skolvan zo ur strollad sonerezh Breizh bet savet e 1984, brudet-tre er festoù-noz. Lakaet int da vezañ e-touez ar re wellañ koulz evit ar sonadegoù hag evit ar festoù-noz.

Krouidigezh ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet ar strollad e 1984 gant tri c'helenner eus skol sonerezh Plañvour : Youenn Le Bihan, talabarder, soner binioù ha piston (ur benveg krouet gantañ), Yann-Fañch Perroches (akordeoñs) ha Patrice Quéré (violoñs). Pediñ a rejont ar soner gitar Gilles Le Bigot da seniñ gante. Dominique Molard, c’hoarier binvioù-stekiñ, a emezelas er strollad e 1996 ; Bernard Le Dréau (saksofon) a erruas ur bloaz war-lerc’h e 1997 hag e 1999 ec'h erruas Loig Troel gant e akordeoñs.

Ar sonerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gilles Le Bigot, soner gitar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O tont eus Sant-Brieg (22) emañ. Kregiñ a reas da c'hoari e 1972 da drizek vloaz. E 1975 eo e krogas gant ar festoù-noz, o tañsal da gentañ hag o seniñ war-lerc'h gant ar strollad Galorn (1978). Abaoe 2002, ez eo kroget Gilles da grouiñ e donioù.

Youenn Le Bihan, soner piston, bombard ha binioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soner ganet en Erge-Vras e 1954. Kregiñ a reas da seniñ bombard yaouank-tre e Bagad Kemper. Kemer a reas perzh er strollad Gwerz, krouet e 1981. Kelenner sonerezh eo ivez. Hemañ a grouas Skolvan e 1984. Krouiñ a reas e l983 ur benveg nevez : ar "Piston". Ar benveg-mañ a zo bet krouet diwar hirvombard ar sonerezh barok.

Bernard Le Dreau, soner sakso[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bernard Le Dreau a grogas e studioù sonerezh e 1967. E 1979, e teuas er-maez eus an « ENM » e Brest gant e ziplomoù. Er bloavezhioù 90, e krouas un triad « The Shkers » gant Kevin Wright (gitar) ha Pikey Butler (kan ha gourrebed-boud). E 1995, ec'h enrollas gant tud brudet eus Breizh evel Georges Jouin, Sirius, Didier Squiban... E-pad enrolladenn « Brest 96 » eo e kejas gant sonerien hengoun evel Jean-Michel Veillon pe Gilles le Bigot. Eñ eo a bedas anezhañ da zont e strollad Skolvan.

Dominique Molard, soner binvioù stekiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kelenner e teuas da vezañ Dominique Molard e skol sonerezh Douarnenez, ur pennadig war-lerc'h ez eas muioc'h war-zu ar binvioù stekiñ. En deiz a hiziv ec'h aoz stajoù... O c'hoari e-barzh strolladoù sonerezh brudet evel Skolvan e c'hoari gant meur a venveg : taboulin sklaer pe tabla indian, eus an derbouka betek ar bodhran en ur dremen dre ar « bones » e bambou pe ar balafon hag ar « steel drum »…

Loig Troël, soner akordeoñs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet d'an 21 a viz Gouere 1980 e Brest en ur familh sonerien, e tizoloas Loig Troël an akordeoñs diatonek war-dro pevar bloaz. E 1986, e c'houzañvas ur gwallzarvoud oto grevus. E zorn kleiz a zo nammet, met kenderc'hel a reas memes tra da labourat war an akordeoñs gant e zorn dehou hepken. E 1996, e c'hounezas priz an akordeoñs diatonek e Kan ar Bobl. E 1999, ec'h emezelas e strollad Skolvan. Ar strollad a embannas ar CD «Cheñchet'n eus an amzer » e 2000.

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gounezet en deus Skolvan priz pladenn ar bloaz e Bro-C'hall e 1997, er Rouantelezh-Unanet hag e Portugal.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]