Álvaro Cunqueiro

Eus Wikipedia

Álvaro Cunqueiro Mora (Mondoñedo, 1911Vigo, 1981) zo ur skrivagner galizeg, romantour, hag unan eus brasañ skrivagnerien Galiza.

Álvaro Cunqueiro.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Joaquín Cunqueiro Montenegro, ha Pepita Mora Moirón. Lenn a blije dezhañ, evel istorioù an amzer-se duiwar-benn Buffalo Bill ha Fitz Roy. Kontet en deus en doa skrivet e romant kentañ diwar-benn ar re wenn a gomze kastilhaneg hag an Indianed a gomze galizeg (hag an Indianed a oa trec'h d'ar re wenn).

E studioù kentañ a reas e Lugo ma tapas e vachelouriezh (1921), hag eno e oa kamarad da Evaristo Correa Calderón hag Ánxel Fole. Goude-se e studias prederouriezh e skol-veur Santiago de Compostela en 1927, met paouez a reas da vont da skrivañ er c'hazetennoù, ha kelaouennoù, evel Papel de Color ha Galiza, met dreist-holl «El Pueblo Gallego» adalek 1937. Daremprediñ a rae an ostaleri Café Español. Eno en em gave e wellañ mignoned, Francisco Fernández del Riego, Domingo García Sabell, Gonzalo Torrente Ballester, Ricardo Carballo Calero, Carlos Maside ha Xosé Eiroa, ha bez e voe unan eus kentañ izili ar strollad Partido Galeguista.

En 1936, pa en em savas an arme a-enep ar Republik, edo Cunqueiro en Mondoñedo. Ne voe ket heskinet dre ma oa bras levezon e dud e metoù ar virourien, ha kavout a rejont labour dezhañ en ur skol brevez en Ortigueira, e miz Here 1936. Emezelañ a reas er Falange Española e-pad Brezel Spagn, ha karget e oa eus ar Wask hag ar Propaganda, skrivañ a rae en o c'helaouenn lec'hel Era Azul.

En 1937 e c'houlennas Jesús Suevos, penn bras ar Falanxe en Galiza ha rener El Pueblo Gallego, digantañ ober war-dro pajennoù al lennegezh hag an darvoudoù er pemdezieg ; Álvaro a gemeras ar garg hag ac'h eas da chom da Vigo. E Vigo ivez e kelennas portugaleg ur pennadig en ur skol.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En galizeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhoniezh

  • Mar ao Norde (1932).
  • Poemas do si e non (1933).
  • Cantiga nova que se chama Riveira (1933).
  • Dona do corpo delgado (1950).
  • A noite vai coma un río (1965).
  • Palabras de víspera (1974).
  • Herba aquí e acolá (1980).

Komz-plaen

C'hoariva

Arnodskridoù

  • Tesouros novos e vellos (1964).
  • A cociña galega (1973).

En spagnoleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Elegías y canciones (1940).
  • Balada de las damas del tiempo pasado (1945).
  • Crónica de la derrota de las naciones (1954).
  • Las mocedades de Ulises (1960).
  • Flores del año mil y pico de ave (1968).
  • Un hombre que se parecía a Orestes (1969).
  • Vida y fugas de Fanto Fantini della Gherardesca (1972).
  • El año del cometa con la batalla de los cuatros reyes (1974).
  • Tertulia de boticas prodigiosas y Escuela de curanderos (1976).
  • La cocina cristiana de Occidente (1969).
  • Fábulas y leyendas de la mar (1982).
  • El pasajero en Galicia (1989).

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Álvaro Cunqueiro, Taolioù-kaer Bran (titl orin: Os oficios de Bran), troet gant Robert Neal Baxter, in Costas, X-H. & Castro Buerger, I. (kenurzh.) Homenaxe a Álvaro Cunqueiro no seu XXV Cabodano(2006: 24-27), Universidade de Vigo

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.