Real Academia Galega

Eus Wikipedia

Ar Real Academia Galega zo un aozadur skiantel, krouet en 1906, evit studiañ ar galizeg, da gentañ-penn, ha sevenadur Galiza. Gant an akademiezh-se e vez krouet ar reolennoù yezh dre vras (yezhadur ha doare-skrivañ) ha hi an hini zo karget d'he difenn ha d'he c'has war-raok.

Manuel Curros Enríquez, saver RAG.

Dibab a ra ivez piv e vo an hini a vo lidet en Día de las Letras Gallegas. Enni e kaver an dud a bouez e bed ar yezh hag ar sevenadur. Ar prezidant eo Xesús Alonso Montero abaoe Ebrel 2013.