Santiago de Compostela

Eus Wikipedia
Iliz-veur Santiago.

Santiago de Compostela (e brezhoneg: Sant-Jakez pe Sant-Jalm e Spagn, Kompostell, Sant Jakez a Galis, Sant-Jakez-an-Durkez, Sant-Jakez an Turki, Sant-Jakez a Gompostel, Sant-Jakez-Galile[1]), eo anv kêr-benn Galiza ; enni emañ sez ar gouarnamant, anvet Xunta de Galiza. A-hend-all eo ur gumun eus proviñs A Coruña.

93 273 a dud a oa o chom enni en 2002.

Brudet eo ar pirc'hirinerezh da Sant-Jakez an Turki. Eno e vije, hervez ar vojenn, bez an abostol sant Jakez. Er Grennamzer e oa ar brasañ lec'h pirc'hirinañ er bed kristen, war un dro gant Jeruzalem ha Roma.

Talbenn pennañ an Iliz-veur (Praza do Obradoiro)
Pazo de Raxoi, Sez an Ti-kêr
Centro Galego de Arte Contemporánea (CGAC: "Kreizenn Galiza evit an Arz A-vremañ")

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Herve Bihan, "Un notennoù hag un evezhiadennoù bennak a-zivout Breizh ha Santiago-de-Compostela", Hor Yezh, niv.220, 1999, p.43, p.26-29