Xosé Filgueira Valverde

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Xosé Filgueira Valverde

Xosé Fernando Filgueira Valverde (Pontevedra, 1897 - Vigo, 1979) zo ur skrivagner ha kelenner galizat, a skrivas e galizeg koulz hag e kastilhaneg.

Goude studioù e skol-veur Santiago de Compostela hag e skol-veur Zaragoza, e kelennas lerc'h-ouzh-lerc'h e Pontevedra, e Barcelona, e Lugo hag e Pontevedra adarre.

Bez' e voe unan eus ar re a savas ar Seminario de Estudos Galegos e 1923 hag unan eus ar re a savas Mirdi Proviñs Pontevedra e 1927, a-raok ren ar mirdi-se koulz hag ar mirdi Rosalía de Castro. Ren a reas ivez ar Conselho da Cultura Galega (eus 1991 da 1996) hag ezel e oa eus ar Real Academia Galega.

War an dachenn bolitikel e voe ezel eus ar Partido Galeguista. E 1935 e kuitaas ar gostezenn-se gant izili all da vont da sevel an Direita Galeguista. Sevel a reas a-du gant taol-stad Francisco Franco ha diwezhatoc'h en devoe kargoù dindan ar gouarnamant, evel maer Pontevedra etre 1959 ha 1968 pe, diwezhatoc'h c'hoazh, evel kuzulier sevenadurel e 1982 ha 1983.

E 2015 e voe enoret gant ar Real Academia Galega da-geñver Devezh al Lizhiri Galizek, abalamour d'e labour evit ar galizeg.[1] Kement-se ne blijas ket d'an holl e Galiza avat, abalamour d'e emzalc'h da vare an diktatouriezh[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Día das Letras Galegas a Xosé Filgueira Valverde
    (Galizeg)
    . Real Academia Galega (4 Gouere 2014). Kavet : 18 Meurzh 2020.

  2. A Mesa non apoia dedicar o Día das Letras Galegas 2015 a Filgueira Valverde
    (Galizeg)
    . Mesa Pola Normalización Lingüística (6 Gouere 2014). Kavet : 18 Meurzh 2020.