Manuel Larramendi

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Delwenn Manuel Larramendi e Andoain
Geriadur spagnoleg, euskareg ha latin gant Manuel Larramendi (1745)

Manuel Garagorri Larramendi, ganet d'ar 25 a viz Kerzu 1690 en Andoain ha marvet d'an 29 a viz Genver 1766 e Loiola (Azpeitia), a oa ur beleg, skrivagner, yezhour hag istorour euskarat. Labourat a reas evit kas an euskareg war-raok da Vare ar Sklêrijenn. Sellet a reer outañ evel un diaraoger evit al lennegezh euskarek e Gipuzkoa hag evit ar vroadelouriezh euskarat dre vras.

Gantañ e voe roet un doare-skrivañ unvan d'an euskareg ha d'an euskaregerien e roas lorc'h en o yezh ha c'hoant d'he c'has war-raok.

E 1729 e embannas ul levr yezhadur, e spagnoleg, anvet El imposible vencido o Arte de la Lengua Bascongada, hag e 1745 e voe embannet e c'heriadur teiryezhek, spagnoleg, euskareg ha latin, Diccionario trilingüe del Castellano, Bascuence y Latín hag a zeuas da vezañ ul levr-dave evit ar re a skrivas en euskareg war e lerc'h.