Mont d’an endalc’had

Fables de La Fontaine

Eus Wikipedia
Skeudenn gant François Chauveau, evit embannadur orin ar Fables de La Fontaine.

Fables de La Fontaine eo anv oberenn brudetañ ar barzh gallek Jean de La Fontaine, anezhi tri dastumad fablennoù entre 1668 ha 1694, enno 243 fablenn e gwerzennoù, ma weler loened oc'h en em zerc'hel hag o komz evel tud, gant ur gentel verr en dibenn.

Brud e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo bet al levr e-touez ar vrezhonegerien, ha Yann ar Feunteun a veze graet anezhañ alies zoken. Meur a zen zo bet o treiñ darn eus e oberennoù : Gwilherm Rikou (1778-1848), Pierre Désiré de Goësbriand (1784-1853), Eozen Kombod (1789-1870), Stefan ar Strad (1865-1954), Paotr Treoure (1874-1952), Daniel Doujet (ganet e 1956) ...

Fablennoù e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An holl fablennoù zo bet lakaet e brezhoneg. E Fablennoù Jean de la Fontaine Troet e brezhoneg get Yves Louis Marie Combeau ha Daniel Doujet, e kaver ar re bet lakaet gant ar skrivagnerien-se, hogen doareoù all zo dezho a-wechoù :