Pierre Désiré de Goësbriand
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Pierre Désiré de Goësbriand (1784-1853) a oa saver gwerzioù brezhonek e penn-kentañ an XIXvet kantved.
Mab e oa da Henri de Goësbriand, markiz, ha da Emilie de Kerjean, ha ganet e Lannurvan d'ar 24 a viz Gouhere 1784. War-lerc'h diskar an diktatour Napoleone Buonaparte e voe anvet da vaer e Lannurvan, e 1818, ha da varner a beoc'h e Daoulaz. Mervel a reas e Lannurvan d'ar 5 a viz Mezheven 1853.
Ger gallek ebet ne gaver, eme Lukian Raoul, en e varzhonegoù.
Troet e oa da zifenn kostezenn ar roue en e werzioù.
Skrivet gantañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Diouzh ma viot gwan pe vras
- Ho pezo kastiz pe c'hras.
- Diouzh ma viot gwan pe vras
- Gwellañ lezenn a zo eo lezenn ar c’hreñvañ ...
Levrioù embannet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Abrege eus a gaptivite ag eus a varo Louis C'huezec roue ar Frañs, Marie-Antoinette e bried ageus ar Memprou all dimeus o famill pere zo bet merzeriet e-pad ar Revolution, Brest, 1818.
- Gwerz emgann an Tregont a Vretonet a enep Tregont Saux, laqueet e rimou brezoned, Montroulez, 1837 hag a c'heller gwelet enlinenn e-barzh la bibliothèque numérique de l'Université Rennes 2
- Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons, Montroulez, 1836.
- Fablenbrezhoneg. La Découvrance.1997. Levr 1836 "lakaet e brezhoneg modern".
Gwerzioù distag[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Son Herri-Pevar, roue a Franç[1]
- Cantiq Bretonnet war an ton saux
- Guers var guinivelez Herri, duc a-Vourdell
- Vive le roi, chanson composet gant maer Commun Lannurvan, 1814
- Kan ar Vinienn, e-barzh Adsao, 1930
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]