Alejo Carpentier

Eus Wikipedia
Alejo Carpentier (1904-1980)

Alejo Carpentier (ganet d'ar 26 a viz Kerzu 1904 e Lausanne, marv d'ar 24 a viz Ebrel 1980 e Pariz) a oa ur skrivagner kuban. Ul levezon vras en devoe war lennegezh Suamerika er bloavezhioù 1970.

Mab e oa Alejo Carpentier d'un tisavour gall ha d'ur gelennerez rusian. Pa oa 12 vloaz ez eas e familh da Bariz hag eno e reas studioù sonerezh. Distreiñ a reas da Guba, ma studias an arkitektouriezh met hep mont betek penn e studioù. Kregiñ a reas da labourat evel kazetenner ha bevañ a reas diwar ar vicher-se e-pad 30 vloaz. Kenlabourat a reas gant luskadoù eus an tu-kleiz er bloavezhioù 1920, prizoniet e voe e 1927 ha pa zeuas er-maez eus ar vac'h ez eas da vevañ da Vro-C'hall (1928-1939). E Pariz e reas anaoudegezh gant dreistrealourien, evel André Breton, Paul Éluard, Louis Aragon, Jacques Prévert pe Antonin Artaud. Da neuze ez eas meur a wech da Spagn ivez.

Distreiñ a reas da Guba e deroù an Eil Brezel-bed. Adstagañ a reas gant e labour kazetenner ha kregiñ a reas da vezañ dedennet gant ar sevenadur afrikan-ha-kuban. E 1943 e reas ur veaj da Haiti.

E 1945 en em stalias e Caracas, e Venezuela, ha chom a reas eno betek 1959. Goude Dispac'h Kuba e tistroas da La Habana. Adalek 1966 e voe kuzulier sevenadurel e kannati Kuba e Bro-C'hall hag er vro-se e chomas betek e varv. Da neuze e savas sonerezh meur a film evit ar gompagnunezh "Cuba Sono Film".

Brudet eo Alejo Carpentier abalamour d'e stil barok ha d'ar pezh a anve "real maravilloso", hag a zo bet anvet "realouriezh hud" gant ar vurutellerien. E-touez e skridoù anavezetañ emañ e romantoù Ecue-yamba-o! (1933), awenet gant ar sevenadur afrikan-ha-kuban, Los pasos perdidos, El reino de este mundo (1949), diwar-benn Dispac'h Haiti en XVIIIvet kantved. El levr-se eo e tispleg e zoare da ergerzhet istor ha sevenadur Suamerika, ar "real maravilloso".

E 1977 en doa resevet ar Priz Cervantes, ur priz lennegel spagnolek, hag e 1979 ar Priz Médicis, e Bro-C'hall. Mervel a reas e Pariz e 1980.

Oberennoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • El acoso (1956)
  • La guerra del tiempo (1956)
  • El siglo de las luces (1962)
  • La ciudad de las columnas (1970)
  • El recurso del método (1974)
  • Concierto barroco (1974)
  • La consagración de la primavera (1978)
  • El arpa y la sombra (1979)