Mont d’an endalc’had

Carlos Casares Mouriño

Eus Wikipedia
Delwenn da Garlos Casares Mouriño e Pontevedra

Carlos Casares Mouriño (Xinzo de Limia, 24 a viz Eost 1941 - Vigo, 9 a viz Meurzh 2002) a oa ur skrivagner galizek.
Studioù prederouriezh ha lennegezh a reas e skol-veur Santiago de Compostela. Kelenn a reas e Galiza ha goude-se e meur a skol-veur en Europa a-raok distreiñ d’e vro da vat hag ober e annez e Vigo, ma voe kelenner ha skrivagner.
Levezonet e voe gant mennozhioù Ramón Piñeiro ha re tud an Editorial Galaxia. E 1971 e timezas gant ur Svedadez, Kristina Berg. Mont a reas e-barzh ar Real Academia Galega e 1977, ha dilennet e voe, en anv ar PSdeG-PSOE e parlamant Galiza e 1981.
E 1996 e teuas da vezañ prezidant Kuzul ar Sevenadur Galizat (Consello da Cultura Galega). Kenlabouret en doa ivez gant ar gelaouenn c’halizek Grial, renet gantañ eus 1989 da 2002, ha gant ar pemdezieg spagnolek La Voz de Galicia. Skrivet en deus levrioù diwar-benn Vicente Risco, Otero Pedrayo, Ramón Piñeiro ha Manuel Curros Enríquez ha troet en deus e galizeg levrioù evel Le petit prince ("Ar Priñs Bihan", 1983) gant ar Gall Antoine de Saint-Exupéry, Tordyveln flyger i skymningen ("Ar c’hwiled a nij da serr-noz", 1989) gant ar Svedadez Maria Gripe pe The old man and the sea ("An den kozh hag ar mor", 1998) gant Ernest Hemingway.

Dezhañ e voe gouestlet Devezh al Lizhiri Galizek (Dia das Letras Galegas) e 2017.