Mont d’an endalc’had

Friedrich Reinhold Kreutzwald

Eus Wikipedia
Kreuzwald poltredet gant Johann Köler

Friedrich Reinhold Kreutzwald (26 a viz Kerzu 1803 e Kadrina - 25 a viz Eost 1882 e Tartu) a oa ur skrivagner ha mezeg eus Estonia, brudet abalamour m’en doa embannet ar c'h-Kalevipoeg.

Served e oa e dud e Jõepere, e Virumaa (hiriv e parrez Kadrina, e kontelezh Lääne-Viru). E dad a oa mevel en un atant bras, e vamm matezh. Goude diac'hubet eus ar servelezh e 1815 e c'hallas an tiegezh kas o mab da skol Rakvere. En 1820, goude ar skol eil derez e Tallinn ez eas da skolaer.

Un doktorelezh medisinerezh a dapas e e skol-veur Dorpat (Tartu bremañ) en 1833. Eus 1833 da 1877 e labouras evel medisin e Võru. Ezel e oa eus kalz kevredigezhioù gouiziek en Europa ha kalz a reas evit adsav broadel Estonia (Ärkamisaeg en estoneg).

Skrivañ a reas meur a levr kontadennoù, troet diwar an alamaneg alies, evel Alanig al Louarn embannet e 1850. Gantañ e voe embannet ar c'h-Kalevipoeg, diwar danvez dastumet da gentañ gant e vignon Friedrich Robert Faehlmann. Sevel a reas levrioù all ivez, gant kontadennoù pobl eus Estonia, ha barzhonegoù evel Lembitu (1885), embannet goude e varv.

Anavezet eo en Estonia evel Tad ar c’han ha kentañ skrivagner bras al lennegezh estonek. Unan eus luskerien an emsav broadel e voe ha broudañ a reas tud yaouankoc’h d’ober traoù evit an estoneg.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.