Friedrich Dürrenmatt

Eus Wikipedia
Friedrich Dürrenmatt e 1989

Friedrich Dürrenmatt (5 a viz Genver 1921 - 14 a viz Kerzu 1990) a oa ur skrivagner alamanek eus Suis.

Ganet e voe e Konolfingen, e Kanton Bern. Mont a reas ar familh da Vern e 1935, da-heul an tad hag a oa pastor. Studioù lennegezh alamanek ha prederouriezh a reas e Skol-veur Zürich hag e Skol-veur Bern. E 1946 e paouezas gant e studioù hep echuiñ un dezenn diwar-benn Søren Kierkegaard ha divizout a reas e vefe skrivagner. E 1945–46 e savas e bezh-c’hoari kentañ, Es steht geschrieben, c’hoariet e 1947 E miz Here 1946 e timezas d’an aktorez Lotti Geißler ha mont da vevañ da v-Basel da gentañ ha da gornad Biel/Bienne, e lodenn c’hallek kanton Bern, da c’houde. Eno e c’hoarvez e romant polis Der Richter und sein Henker embannet e 1950. Mervel a reas e wreg e 1983 hag addimeziñ a reas e 1984 d’un aktorez all, Charlotte Kerr. Mervel a reas Friedrich Dürrenmatt d’ar 14 a viz Kerzu 1990, e Neuchâtel.

Brudet eo e bezh-c’hoari Der Besuch der alten Dame (1956) dre ar bed a-bezh ha derc’hel a reer d’e c’hoari betek bremañ. Die Physiker (1962) eo e bezh pouezusañ avat, ur pezh ma rer anv eus dañjerioù ar skiant evit an denelezh. Meur a wech en deus skrivet diwar-benn an Eil Brezel-bed. Diseurt a-walc’h eo e oberennoù, adalek pezhioù-c’hoari “avant-garde“ betek romantoù polis hag arnodskridoù.