Peadar O'Donnell

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Peadar O'Donnell, pe Peadar Ó Domhnaill en iwerzhoneg[1], a oa ur skrivagner hag ur stourmer politikel eus Iwerzhon.

Ganet e voe en un tiegezh iwerzhonegerien eus An Clochán Liath e kontelezh Dún na nGall d'an 22 a viz C'hwevrer 1893 ha mervel a reas d'an 13 a viz Mae 1986.

Ober a reas studioù e Dulenn ha mont da gelenner goude. Labourat a reas en enez Árainn Mhór ha neuze e tommas ouzh ar mennozhioù sokialour, dre ar sindikad Irish Transport and General Workers' Union (ITGWU, Ceardchumann Iompair agus Ilsaothair na hÉireann). Dont a reas da vezañ unan eus pennoù ar sindikad ha goude klask sevel un unvez eus an Irish Citizen Army ez eas e-barzh an Irish Republican Army (IRA). Kemer a reas perzh e Brezel dizalc'hted Iwerzhon (1919-1921).

Goude feur-emglev Kerzu 1921 e savas a-du gant kostezenn ar re a oa enebet ouzh savidigezh ar Stad dieub ha da-heul e tremenas ul lodenn eus mare ar Brezel diabarzh en toull-bac’h. Harz-debriñ a reas neuze gant prizonidi all e-pad 41 deiz. Ur wech dieubet e voe oberiant er gostezenn Sinn Féin ha klask a rae heñchañ an emsav republikan war-zu ar sokialouriezh. Pennskrivagner ar gazetenn republican An Phoblacht e voe.

E 1923, pa oa c’hoazh er vac’h, e voe dilennet da gannad en anv Sinn Féin e Dún na nGall. Met ne sichas ket er parlamant. Asambles gant un nebeud tud all e klaskas sevel strolladoù republikan, Saor Éire e 1931 hag An Chomhdháil Phoblachtach (Republican Congress) e 1934, met ne rejont ket kalz a verzh. E 1936 e kemeras perzh e Brezel diabarzh Spagn, a-du gant republikaned Talbenn ar Bobl, ha broudañ a reas Iwerzhoniz all da gemer perzh er stourm-se.

Goude ar bloavezhioù 1940 e pellaas diouzh ar politikerezh hag en em lakaat da skrivañ. Pennskrivagner ar gelaouenn lennegel The Bell e voe eus 1946 da 1954.

Ne skrivas nemet e saozneg, daoust ma oa an iwerzhoneg e yezh kentañ. Lod eus e skridoù a voe lakaet en iwerzhoneg gant Seosamh Mac Grianna, ur skrivagner anavezet mat gantañ.

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Storm, romant, 1925
  • Islanders, romant, 1928 (troet en iwerzhoneg gant Seosamh Mac Grianna : Muintir an Oileáin)
  • Adrigoole, romant, 1929 (troet en iwerzhoneg gant Seosamh Mac Grianna : Eadarbhaile)
  • The Knife, romant, 1930
  • The Gates Flew Open, deizlevr, 1932
  • Wrack, pezh-c’hoari, 1932-1933
  • On the Edge of a Stream, romant , 1934
  • Salud! An Irishman in Spain, levr eñvorennoù, 1937
  • The Big Window, 1955
  • There Will Be Another Day, 1963
  • Proud Island, 1975

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Daoust ma oa iwerzhoneger e rae-eñ gant ar stumm hanter-iwerzhonek ’’Peadar O'Donnell'’