Alain-René Lesage

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Alain-René Lesage
Hanterzelwenn e Sarzhav

Alain-René Lesage (Sarzhav, 8 Mae 1668Boulogne-sur-Mer, 17 Du 1747) a oa ur skrivagner breizhat ha gall.

Mab un noter e oa. E dad a varvas pa oa 14 vloaz. Skoliet e voe e ti ar Jezuisted e Gwened. Goude ez eas da Bariz da studiañ ar gwir. Alvokad e voe, hep ober berzh avat.

Mont a reas da droer ar c'hoarivaourion spagnolek kent skrivañ e oberennoù dezhañ.
Berzh a reas e bezh-c'hoari Crispin, rival de son maître (1707), a zo levezonet gant oberennoù Diego Hurtado de Mendoza (1503-1575). E 1707 ivez ez embannas ur romant, Le Diable boiteux, koulz an titl hag an danvez anezhañ savet diwar El diablo cojuelo Luis Vélez de Guevara (1579-1644). E 1709 e voe ur pezh-c'hoari all, Turcaret ou le Financier, a vrouzas arc'hantourion ar mare ; berzh a reas ar pezh avat, ha 95 all a voe skrivet gant Lesage. Gantañ e voe krouet an doare vaudeville.
Adalek 1715 betek 1735 e roas Histoire de Gil Blas de Santillane : levrennoù I ha II e 1715, III e 1724 ha IV e 1735. Diwar mammennoù spagnolek niverus e savas an istor-se, a voe ar c'hentañ romant munudoù ar vuhez pemdez ennañ ; "ar c'hentañ romant ma'z eus tud o tebriñ" eo istor Gil Blas.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoariva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Crispin rival de son maître (1707)
  • Les Étrennes (1708)
  • Turcaret ou le Financier (1709)
  • Arlequin baron allemand (1712) ha da heul Arlequin (1713)
  • La Foire de Guibray (1714)
  • Le Monde renversé (1718)
  • Les Pèlerins de la Mecque (1726)
  • Les Amants jaloux (1735)

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Le Diable boiteux (1707)
  • Gil Blas, Livres I-VI (1715)
  • Histoire de Gil Blas de Santillane, Livres VII-IX (1724)
  • Histoire de Gil Blas de Santillane, Livres X-XII (1735)
  • Histoire de Gil Blas de Santillane (1747)
  • Les Aventures de Monsieur Robert Chevalier, dit de Beauchêne, capitaine de flibustiers dans la Nouvelle-France (1732)
  • Le Bachelier de Salamanque (1736)

Lennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]