Mont d’an endalc’had

Jónas Hallgrímsson

Eus Wikipedia
Jónas Hallgrímsson

Jónas Hallgrímsson (16 a viz Du 1807 en Öxnadalur – 26 a viz Mae 1845 e Kopenhagen) a oa ur skrivagner hag un naturelour eus Island. Ur barzh brudet e lennegezh islandek an XIXvet kantved e oa hag unan eus ar re a savas ar gelaouenn islandek Fjölnir, savet e Kopenhagen e 1835. Ouzhpenn sevel barzhonegoù e skrivas ivez kontadennoù ha treiñ a reas oberennoù diwar yezhoù all, evel an alamaneg. Mervel a reas e 1845, goude kouezhañ diwar ur skeul.

Abaoe 1996 e vez lidet deiz e c'hanedigezh, ar 16 a viz Du, evel "deiz an islandeg" (Dagur íslenskrar tungu). D'an deiz-se e roer bep bloaz ur priz, ar Priz Jónas Hallgrímsson, d'un den en deus labouret evit an islandeg.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]