Danilo Kiš
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Socijalistička Federativna Republika Jugoslavija, rouantelezh Yougoslavia |
| Anv e yezh-vamm an den | Danilo Kiš |
| Anv-bihan | Danilo |
| Anv-familh | Kiš |
| Deiziad ganedigezh | 22 C'hwevrer 1935 |
| Lec'h ganedigezh | Subotica |
| Deiziad ar marv | 15 Here 1989 |
| Lec'h ar marv | 10ᵗʰ arrondissement of Paris |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | krign-bev ar skevent |
| Lec'h douaridigezh | Alley of Distinguished Citizens |
| Pried | Mirjana Miočinović |
| Yezhoù komzet pe skrivet | serbeg, hungareg, galleg, rusianeg |
| Implijer | Université de Lille, University of Strasbourg |
| Bet war ar studi e | University of Belgrade Faculty of Philology |
| Lec'h annez | Subotica |
| Lec'h labour | Pariz, Lille, Strossburi |
| Deroù ar prantad labour | 1962 |
| Oberennoù zo en dastumad | Danilo Kiš Collection, The documents of Cultural Forum and Counter-Forum Budapest 1985 |
| Ezel eus | Serbian Academy of Sciences and Arts |
| Prizioù resevet | NIN Prize, Andrić Prize, Chevalier des Arts et des Lettres, Preis der SWR-Bestenliste |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.kis.org.rs/ |
| Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
| Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |

Danilo Kiš (Subotica, 22 C'hwevrer 1935 – Pariz, 15 Here 1989) a oa ur skrivagner serb eus Yougoslavia.
Ganet e voe e Subotica, ur gêr eus Voivodina, e Yougoslavia en amzer-se, mab da Eduard Kiš, ur yuzev hungareger, ha Milica Dragićević, eus Montenegro. E-pad an Eil Brezel-bed e kollas e dad hag ul lodenn vras eus e familh, marvet e kampoù-bac'h nazi.
Studiañ a reas al lennegezh e Skol-veur Beograd. E 1962 e voe embannet e zaou romant kentañ, Mansarda: satirična poema, ha Psalm 44. Er bloavezhioù war-lerc'h e c'hounezas meur a briz lennegel, koulz e Yougoslavia hag en estrenvro, gant e skridoù komz-plaen hag e varzhonegoù. Un darn vras eus e vuhez a dremenas e Bro-C'hall, e Strasbourg hag e Pariz, e-lec'h ma kelennas serbeg-ha-kroateg, ha ma troas barzhonegoù hungarek ha rusianek e galleg hag barzhonegoù skrivagnerien c'hall evel Charles Baudelaire pe Paul Verlaine e serbeg-ha-kroateg.
Kinniget e voe e anv evit Priz Nobel al Lennegezh e 1989, met mervel a reas gant ur c'hrign-bev eus ar skevent e miz Here er bloavezh-se.