Mont d’an endalc’had

Johann Peter Hebel

Eus Wikipedia
Poltred Johann Peter Hebel

Johann Peter Hebel, ganet e Basel d'an 10 a viz Mae 1760 ha marvet d'an 22 a viz Gwengolo 1826 e Schwetzingen, a oa ur skrivagner alaman a skrive en alamaneg unvan hag en alemaneg.

En ur familh peizanted e voe ganet. Studioù doueoniezh a reas en Erlangen. Goude se e labouras evel kelenner-ti, kure, kelenner ha diagon. Anvet e voe e lise Karlsruhe hag eus 1808 da 1814 e voe rener al lise-se. Graet e voe doktor "honoris causa" anezhañ ivez e skol-veur Heidelberg.

Troet e oa Hebel gant ar plant hag an natur. Al levr kentañ embannet gantañ e 1803 e voe Alemannische Gedichte, ul levr barzhonegoù hag a reas kalz a verzh. Goude se e embannas ivez meur a "almanak" gant kontadennoù. E dibenn e vuhez e ouestlas e amzer d’ar relijion hag e skridoù diwezhañ a voe istorioù tennet eus ar Bible evit ar re yaouank. E varzhonegoù a voe meulet gant un toullad skrivagnerien alamanek : Goethe, Jean Paul, Gottfried Keller, Hermann Hesse, Martin Heidegger.

War e lerc’h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Allemannische Gedichte. Für Freunde ländlicher Natur und Sitten. Aarau : Sauerländer 1821 (adembannet meur a wech)
  • Der Rheinländische Hausfreund, kontadennoù embannet en almanagoù e-pad meur a vloaz (1803-1811)
  • Schatzkästlein des rheinischen Hausfreundes, Cotta, Stuttgart 1811
  • Biblische Geschichten. Für die Jugend bearbeitet, Cotta, Stuttgart 1824.

Ha meur a levr all embannet goude e varv.