Mont d’an endalc’had

Txoria txori

Eus Wikipedia
Mikel Laboa e 1991

Txoria txori ("Un evn zo un evn") zo ur varzhoneg euskarek savet gant Joxan Artze Agirre (1939-2018), lakaet war gan gant Mikel Laboa Mantzizidor (1934-2008).

  • (H)egoak ("Eskell") a vez graet anezhi ivez a-wechoù, diwar ar ger kentañ.

Perc'hennez ur preti anvet Aurrera er straed Urbieta e Donostia a zastume barzhonegoù hag en o lakae da voullañ war he serviedennoù ; Mikel Laboa hag e wreg a yeas di da zebriñ, ha pa lennas ar soner ar varzhoneg-se war e serviedenn e c'houlennas a-zivout an aozer·ez. Pa ouezas e oa bet skrivet gant J. Artze ez eas e darempred gant ar barzh, ha sonerezh a voe lakaet war ar pozioù[1].

Ur varzhoneg a-zivout ar frankiz nac'het eo Txoria txori. Disklêriet en deus Joxan Artze en devoa skrivet ar varzhoneg e 1964 pe 1965. "Alies", emezañ, "e kaver dodenn an evned en hor c'hanaouennoù kozh. Soñjet em boa neuze e c'hallen liammañ skeudenn an evn ouzh hini ar frankiz. Amañ e kaver ur gudenn, hini frankiz un den hon eus c'hoant da berc'hennañ. Dre unan-a-zaou, pe e vac'hit an den evel un evn en e gaoued, pe en e garit evel m'emañ, ha ma fellfe dezhañ pe dezhi ho tilezel, leuskit eñ pe hi da vont a-raok..."

Diouzh e du, Mikel Laboa en deus disklêriet penaos en deus desket ar c'homzoù-se. "Un abardaez bennak e 1968, edon en un ti-debriñ e Donostia. Daoust d'ar gwerzennoù-se bezañ diembann c'hoazh, e oant bet moullet war ar serviedennoù. Un oberenn a stourm e oa a-enep lezennoù Franco hag a verze ober gant an euskareg. Plijet e oant bet din diouzhtu, ha pa'z on erruet er gêr em eus savet ar sonerezh. N'on ket bet pell o sevel an ton. »
Ret eo gouzout ivez e oa bet difennet outañ gwerzhañ e bladennoù gant kontrollerezh Franco. Neuze e c'heller astenn ster dodenn ar frankiz e Txoria txori eus an den d'ar vro evel m’en deus graet ar stourmer enepfrankoour ivez.

Ar ganaouenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Klik dehou war an titl euskarek evit selaou Mikel Laboa o kanañ.
Txoria txori Un evn zo un evn Sonerezh

Hegoak ebaki banizkio [2]
nerea izango zen,
ez zuen alde 'gingo.

Hegoak ebaki banizkio
nerea izango zen,
ez zuen alde 'gingo.

Bainan, honela
ez zen gehiago txoria izango

Bainan, honela
ez zen gehiago txoria izango
eta nik...
txoria nuen maite

eta nik...
txoria nuen maite

Hegoak ebaki banizkio
nerea izango zen,
ez zuen alde 'gingo.

Bainan, honela
ez zen gehiago txoria izango

Bainan, honela
ez zen gehiago txoria izango
eta nik...
txoria nuen maite

eta nik...
txoria nuen maite

Mard em bije troc'het e zivaskell
e vije bet din
ne vije ket aet kuit

Mard em bije troc'het e zivaskell
e vije bet din
ne vije ket aet kuit

Hogen setu
ne vije ket bet un evn ken

Hogen setu
ne vije ket bet un evn ken
Ha me...
an evn eo a garen

Ha me...
an evn eo a garen

Mard em bije troc'het e zivaskell
e vije bet din
ne vije ket aet kuit

Hogen setu
ne vije ket bet un evn ken

Hogen setu
ne vije ket bet un evn ken
Ha me...
an evn eo a garen

Ha me...
an evn eo a garen

  • Mentadurezh :
Am G C
He go ak e ba ki ba niz ki o
E Am
ne re a i zan go zen
E Am
ez zu en al de 'gin go

C Am
Ba i nan ho ne la
C G
ez zen ge h(i)a go txo ri a (i) zan go
C
e ta nik...
G (+4) G Am
txo ri a nu en ma i te


Am G C E

Arzour·ez Titl Albom Bloaz Produer
Mikel Laboa Txoria txori' Bat-hiru 1974 Elkarlanean
L'Arcusgi Egoak Resistenza 1988 Ricordu
Hegoak Hegoak Hegoak 1989 Agorila
Etsaiak Txoria txori Gerra Zikina 1990 Esan Ozenki
Angel Katarain Txoria txori (Lekeitio) Txerokee, Mikel Laboaren Kantak 1990 Elkar
Joan Baez Txoria txori [3] Diamonds & Rust in the Bullring 1998 Gold Castle
Portobello Bones Hasta cierto punto Refuse to keep silence 1998 PBB/Crash Disc
Errobi Kanta Txoria txori - Oi gu hemen Euskal Kulturaren Mezulari - Baiona 1998 Idol/Agorila
2B2R L'auzel (Hegoak) [4] D'aïci, d'ailleurs 2003 2B2R
Ester Formosa Txoria txori Perquè vull i altres cançons imprescindibles 2004 Ventilador Music
Ontuak Hegoak Hola Festa ! 2004 Idol/Agorila
Maialen Errotabehere, Mixu & Xabaltx Hegoak MMX 2008 Agorila
John Kelly & Maite Itoiz, The Kelly Family Txoria txori The Blue Elf'S Dream - The Live Show 2009 Art Libitum Productions
Kepa Junkera Txoria txori Kalea 2009 Warner
Hak'Amarra Txoria txori Bidaian 2011 Elkar
Anne Etxegoien & Aizkoa [5] Hegoak (Les ailes) Les Voix Basques 2013 Otentik Produons / Sony Music
Battista Acquaviva Hegoak - Txoria Txori Les chants de libertés 2015 Decca Records / Universal Music Group
Sonakay Txoria Txori Sonakay denontzat 2018 NO-CD Rekords
NAO Txoria txori Ata que o lume se apague 2018 Estudios Garate
Salvador Sobral Txoria txori 2018
Moonshine Wagon Txoria txori Straight from the Mud 2019 Moonshine Wagon
Iseo & Dodosound Txoria txori Same Love 2019 Mundo Zurdo

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (es) 'El Correo, 28Here 2018. Kavet : 03 Mae 2022.
  2. Distaget banizkion gant Mikel Laboa.
  3. Enrollet e Bilbao ; selaou. Kavet : 03 Mae 2022.
  4. En okitaneg.
  5. 'YouTube'. Kavet : 03 Ma 2022.