Mont d’an endalc’had

Joan Larzac

Eus Wikipedia
Ur pennad Larzac zo ivez.
Joan Larzac
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanJoan, Jean Kemmañ
Anv-familhRouquette, Roqueta Kemmañ
LesanvJoan Larzac, Jean Larzac, Joan Roqueta-Larzac Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 C'hwe 1938 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSeta Kemmañ
TadJean-Louis Rouquette Kemmañ
MammMarie-Élise Rouquette Kemmañ
Breur pe c'hoarIves Roqueta Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, okitaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridokitaneg, galleg Kemmañ
Tachenn labourOccitan culture Kemmañ
Contributed to creative workLetras d'Oc, A Tots Kemmañ
Darvoud-alc'hwezpriestly ordination in the Roman rite Kemmañ
Prizioù resevetprix Antigone, Q134873999 Kemmañ

Joan Larzac diouzh e anv-pluenn, pe Jean Rouquette diouzh e anv gallek ofisiel (Joan Roqueta en okitaneg), zo ur beleg hag ur skrivagner okitanek, ganet e Seta (Hérault) d’an 13 a viz C'hwevrer 1938. Levezonet eo e skridoù gant e feiz katolik hag e zeskadurezh relijiel. Bet eo e penn rann lennegel an Institut d'Estudis Occitans. Meur a briz lennegel en deus bet (Grand Prèmi de las Letras Occitanas e 1962, Prèmi Antigòna e 1988).

Breur eo d’ur skrivagner okitanek all, Ives Roqueta (Yves Rouquette).

Gant an anv Jean Rouquette :

  • La littérature d'oc, Que sais-je ?, Presses Universitaires de France, 1980

Gant an anv Joan Larzac :

  • Breiz Atao, gant Enric Espieu, Joan Larzac, Ives Roqueta, testennoù brezhonek gant Youenn Gwernig, Institut d'estudis occitans, 1969
  • Anthologie de la poésie religieuse occitane, Privat, 1972
  • Descolonisar l'istòria occitana, Institut d'estudis occitans, 1977
  • Òbra poëtica, IEO, 1986
  • Istòria de l'art occitan, IEO, 1989
  • Dotze taulas per Nòstra Dòna, IEO, 1990
  • La Bíblia, Ancian Testament, Letras d’Oc, 2013, troet diwar an testennoù hebraek, gresianek hag arameek.
  • La Bíblia, Novèl Testament, Letras d’Oc, 2016, troet diwar an testennoù hebraek ha gresianek.

Un nebeud barzhonegoù savet gantañ zo bet troet e brezhoneg :

  • Arabat mont ken buan ! (tr. Sylviane Guyomarc'h), Al Liamm niv. 163, 1974, p. 88
  • Gant petra eo marv ? (tr. S. Guyomarc'h), Al Liamm niv. 163, 1974, p. 88-89

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]