Institut d'Estudis Occitans
An Institut d'Estudis Occitans (distaget [istiˈtyd desˈtyðiz utsiˈtas] en okitaneg), pe Ensavadur ar Studioù Okitanek, zo ur gevredigezh sevenadurel savet e 1945. Kemeret en deus lec’h ar Societat d'Estudis Occitans, divodet e 1946. Pal an IEO eo kas war-raok an okitaneg hag e sevenadur, en ur gas labourioù a bep seurt diwar-benn ar sevenadur okitanek.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe an IEO gant un toullad skrivagnerien okitanek ha gallek, deuet eus ar Rezistañs ar braz anezho, evel Jean Cassou, Tristan Tzara, Ismaël Girard, Max Roqueta, Renat Nelli ha Robèrt Lafont.
E dibenn an Eil Brezel-bed, ar Felibrige hag ar Societat d'Estudis Occitans, an div grevredigezh okitanek pennañ en amzer-se, o doa kollet un tamm eus o brud abalamour ma oa bet lod eus o renerien o sevel a-du gant renad Vichy. Setu perak e fellas da stourmerien zo sevel ur gevredigezh nevez, an IEO.
A-hed e istor en deus bet an IEO da c’houzañv meur a enkadenn ha meur a droc’h. Er bloavezhioù 1950-1960 e oa bet enebiezh etre div gostezenn, an eil hag a laboure war dachenn ar sevenadur hepken, en-dro da Fèlix Castanh, hag eben prest da vont war an dachenn bolitikel, en-dro da Pèire Bèc ha Robèrt Lafont. Gant kostezenn Lafont ez eas ar maout. E dibenn ar bloavezhioù 1970 hag e deroù ar bloavezhioù 1980 e voe ur prantad diaes all, gant bec’h etre an tu "poblelour", gant Ives Roqueta, hag an tu "skolveuriat", gant Robèrt Lafont. Da-heul ar stourm-se ez eas kuit Robèrt Lafont hag an dud a-du gantañ eus an IEO, da labourat er skolioù-meur dreist-holl ha savet e voe an Associacion Internacionala d'Estudis Occitans ha frammoù all c’hoazh gant ar skolveuridi-se. Chomet eo an IEO, koulskoude, an aozadur pennañ betek hiziv war dachenn al labour evit an okitaneg hag an hini anavezetañ a-bell.
An aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannet eo an Institut d'Estudis Occitans e kevrennoù lec’hel, hervez an departamantoù hag ar rannvroioù, hag a gaver er vro a-bezh, eus Lemojez ha Clarmont en hanternoz betek Marselha, Pau pe Carcassona er c’hreisteiz. Skourroù zo e Traoñienn Aran hag e Traoñiennoù Okitanek Italia. Ur skourr zo e Pariz ivez. Rannoù all zo c'hoazh hag a bled gant tachennoù labour ispisial. En o zouez emañ :
- IEO-Ideco: ti-embann an Institut d'Estudis Occitans. Diazezet eo e Puèglaurenç.
- an Escòla Occitana d'Estiu (EOE) zo ur skol hañv ma kelenner okitaneg e-pad ur sizhun. Dalc’het e vez bep bloaz e miz Eost e Vilanuèva d'Òlt.
- an Universitat Occitana d'Estiu (UOE) zo ur skol-veur hañv okitanek. Ur sizhun e pad ivez ha graet e vez e Nimes.
Gant an IEO broadel e vez embannet ur gelaouenn bep tri miz, anvet Anem ! Occitans ! abaoe 2006, war-lerc’h Occitans !, embannet etre 1981 ha 2006.