Ives Roqueta
Neuz
Ives Roqueta (Yves Rouquette e marilh an ti-kêr), ganet d'an 29 a viz C'hwevrer 1936 e Seta ha marvet d'ar 4 a viz Genver 2015 e Lo Pont de Camarés, a zo ur skrivagner okitanek hag un emsaver politikel ha sevenadurel okitan. E-pad meur a vloaz e oa bet prezidant an Institut d'Estudis Occitans. Gantañ e oa bet savet an ti-pladennoù Ventadorn, a embannas kanaouennoù okitanek giz nevez adalek 1969, ha kemeret en doa perzh en emsav Volèm viure al país (bevañ er vro a fell dimp) e dibenn ar bloavezhioù 1970, ha kaset ar stourm war-raok a-enep ar raktres kamp soudarded el Larzac. Savet en doa ivez unan eus ar c'hentañ skolioù Calandreta.
Breur e oa da Joan Larzac. Ne oa ket kar d'ar skrivagner Max Roqueta avat.