Mont d’an endalc’had

François Villon

Eus Wikipedia

François Villon, kemeret gantañ anv e advab, met diouzh e anv gwir Corbueil moarvat[1] ha François de Montcorbier pe Françàis de Monterbier, François des Loges, diouzh an anvioù all a veze roet dezhañ, ganet e 1431 e Auvers-sur-Oise (diouzh e lavar) ha marvet goude 1463) a oa ur barzh gallek, a seblant bezañ bet liammet ouzh kalz a Vrezhoned ha gant traoù Breizh ivez.

Anvioù lies ha lec'h ganedigezh arvarus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ha p'ez eus chomet kalz a zielloù diwar skridoù ar Skol-veur ha justis ar Roue e kaver François Villon dindan meur a anv. N'eo ket Villon anv e dad, met hini ar chaloni Guillaume de Villon, e adtad. E dielloù e kaver Franciscus de Monterbier, Franciscus de Montcorbier (hag a zo tost ouzh Corbueil) hag ur wezh nemetken François des Loges.
E 2025 e pouezas Roger Faligot war werzhennoù kavet er rondo fentus hag anavezet a-walc'h :

Je suis François, dont il me poise,
Nommé Corbueil, en mon surnom,
Natif d'Auvars, emprès Pontoise,
Et du commun, nominé Villon,
Une corde de demye toise
Ce ne feust ung joly rappel
Sceust bien mon col que mon cul poise,
le jeu ne me semblait point bel…

 Frañsez eo va anv ha hemañ a goust ker din,
Korbell, diouzh ma anv-familh,
Ganet e Auvers, nepell diouzh Pariz,
Ha graet eus ac'hanon Villon gant an dud;
A-drugarez d'un hanter-tezad kordenn,
Ma ne mije ket graet un dec'halv a-zoare
E ouife ma gouzoug pe pouez zo gant ma revr,
Ha ne oan ket plijet gant ar c'hoari.

Ma degemerer komzoù Villon, ha perak ne vefe ket graet, e weler m'eo bet kaset remziadoù lennerien war un hent faos dre faot Clément Marot a embannas oberennoù Villon e 1533. Adskrivet e oa bet gantañ : "Né à Paris, emprès Pontoise " (Ganet e Pariz, nepell eus Pontoise), pa 'z eus bet embannerien fideloc'h araozañ ha war e lerc'h[2].

Ganet e voe e 1431, kentoc'h e Auvers-sur-Oise hag e Pariz[3]. Dre m'en doa kollet e dad, un den "a wad izel", hervezañ, hag hemañ ganet e Landreger, e voe fiziet pa oa seiz gant e vamm baour en ur chaloni anvet Guillaume de Villon, chapalan en iliz Saint-Benoît-le-Bétourné, e Pariz. Gant hennezh e voe kaset ar paotr d'ober studioù da vezañ kloareg. Tapout a reas ar vachelouriezh-arzoù e 1449 hag ar vestroniezh-arzoù e Skol-veur Pariz e 1452 ha lakaet dindan gern, ar pezh a dalveze e c'hellfe bezañ barnet kentoc'h gant Justiz an Iliz, diwar goust Justis ar Roue, met kouezhañ a reas etre e grabanoù ur wezh pe ziv.
Tamallet e voe dezhañ bezañ lazhet ur beleg, Philippe Sermoise, en un tabut-straed, e 1455. Kuitaat a reas Pariz neuze ha bevañ dindan guzh e-pad ur pennad. Er bloaz war-lerc'h e voe pardonet dezhañ, pa oa bet erbedet evitañ gant Guillaume de Villon. Diouzhtu war-lerc'h e voe tamallet dezhañ bezañ kemeret perzh en ul laeroñsi bras e Skolaj Navarra e Pariz, graet da noz ar Pellgent e 1456. Mont a reas da guzh adarre ha bevañ etre 1456 ha 1461 e Breizh hag e traoñienn al Liger.
Anzav a ra e-barzh Le Testament m'eo deuet da vezañ pauvre mercerot de Rene (merser paour Roazhon) ha ne oant ket an holl anezho tud onest.


E 1461 e voe toullbac'het e Meung-sur-Loire diwar urzh eskop Orleañs, met lezet e voe da vont un nebeud mizioù diwezhatoc'h. Distroet da Bariz e skrivas Le Testament, met harzet e voe ur wech ouzhpenn e 1462. Jahinet e voe ha kondaonet d'ar marv. Da neuze eo e voe skrivet La balade des pendus gantañ. Hogen torret e voe ar varnadenn gentañ e miz Genver 1463, distaolet e voe ar c'hastiz ha cheñchet e dek bloavezh forbannerezh diouzh Pariz. Kuitaat a reas Pariz e miz Genver 1463, moarvat. Ha goude ne gaver mui roud ebet eus Villon.

N’eo ket kement-se stumm ar varzhoniezh a voe cheñchet gant Villon, met an danvez anezhi. Dilezel a reas ar garantez c’hwek ha seven ha kanañ meuleudi d’ar gorked, d’an druanted ha d’ar bailhardiezh en ur lakaat ar c'haoz diwar e benn, ken e c'heller kaout meur a ditour personel. Met abalamour d’ar vuhez a renas, e kaver ivez tristidigezh ha keuz en e werzennoù.

La Ballade des pendus, embannadur Treperel, Pariz, 1500.
  • Ballade des contre vérités (1455 ?–1456 ?, Pariz)
  • Le Lais (1457, Pariz)
  • Épître à Marie d'Orléans (deroù 1458, Bleaz)
  • Double ballade (deroù 1458, Bleaz)
  • Ballade des contradictions (deroù 1458, Bleaz)
  • Ballade franco-latine (deroù 1458, Bleaz)
  • Ballade des proverbes (Here-Du 1458, Vendôme ?)
  • Ballade des menus propos (Here-Du 1458, Vendôme ?)
  • Épître à ses amis (hañv 1461, Meung-sur-Loire)
  • Débat du cuer et du corps de Villon (hañv 1461, Meung-sur-Loire)
  • Ballade contre les ennemis de la France (dibenn 1461, Meung-sur-Loire)
  • Requeste au prince (dibenn 1461, Meung-sur-Loire)
  • Le Testament (1461), ennañ Ballade des dames du temps jadis (1458-9)
  • Ballade des seigneurs du temps jadis
  • Ballade en vieux langage françois
  • Les regrets de la belle Heaulmière
  • Ballade de la Belle Heaulmière aux filles de joie
  • Double ballade sur le mesme propos
  • Ballade pour prier Nostre Dame
  • Ballade à s'amie
  • Lay ou rondeau
  • Ballade pour Jean Cotart
  • Ballade pour Robert d'Estouteville
  • Ballade des langues ennuieuses
  • Les Contredits de Franc Gontier
  • Ballade des femmes de Paris
  • Ballade de la Grosse Margot
  • Belle leçon aux enfants perdus
  • Ballade de bonne doctrine
  • Rondeau ou bergeronnette
  • Épitaphe
  • Rondeau
  • Ballade de conclusion
  • Ballade de bon conseil (1462, Pariz)
  • Ballade de Fortune (1462, Pariz)
  • Le jargon et jobellin dudit Villon (titl roet gant Levet, 1489, Pariz)
  • Cinq autres ballades jargonnesques (dornskrid Stockholm, goude 1477)
  • Ballade des pendus (dibenn 1462, Pariz)
  • Quatrain (dibenn 1462, Pariz)
  • Louanges à la cour (Genver 1463, Pariz)
  • Question au clerc du guichet (Genver 1463, Pariz)

Troidigezhioù e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div droidigezh diwar ur varzhoneg, an hini vrudetañ, "La balade des pendus" a zo bet graet :


C'hwi, hor breudeur, a vev en hor goude,
Na vezet ket kaledet ho kalon,
M'ho peus ouzhimp, reuzeudiged, true',
Doue kentoc'h 'roio dac'h e bardon.
'Vel ma welit, omp pemp, c'hwec'h den krouget,
Met kig hor c'horf bet ganimp re vaget,
A zo pell 'zo plaouiet ha peurvreinet,
Ha ni, eskern, 'zo o vont da boultrenn.
Den ne ray goap eus hor poanioù kalet,
Met ouzh Doue goulennit hon absolvenn !

Françoise Lermen, 2016.

 Breudeur ar bed, war hol lerc'h o vevañ
Na vezet ket ho kalon re galet
Mar d'hoc'h eus deomp-ni reuzeudien truez,
Un deiz Doue ouzhoc'h truez en devezo.
Krouget amañ ez omp, ur pemp bennak en holl.
Hor paour kaezh kig, ha hon eus re vaget,
'Zo lonket pe vreinet a-remsi.
Ha, ni, pezhioù eskern a zeu da ludu skañv
D'hor reuz ha d'hor drouklamm gour ebet ne c'harzho.
Pedit Doue avat 'vit ma pardono deomp.
Olier Mordrel, 1949.

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Roger Faligot, Le mystère François Villon : poète-cambrioleur, vagabond et breton, Goater, 2025.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Er pezhig-c'hoari, Le Franc-Archier de Bagnolet, e voe diskuliet Corbueil a c'heller krediñ ez eo anv e dad.
  2. A-raok ar voulladenn gant Pierre Levet embannet e 1489 e c'heller lenn "Auvars" en dornskrid C anvet diwar Coislin anv ur familh tudjentiled breizhat. Savet eo bet war-dro 1460 ha Villon bev c'hoazh.
  3. Abaoe ma voe bet embannet oberennoù Villon gant Clément Marot, ne lenner ket mui ar gwerzennoù gwir "Je suis Villon, dont il me poise/Né à Auvars, emprès Pontoise…" a gaver en dornskrid C (Coislin), kentañ teskad anavezet.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.