Mongo Beti

Eus Wikipedia

Mongo Beti e oa anv-pluenn Alexandre Biyidi Awala (30 Mezheven 1932 – 8 Here 2001), ur skrivagner kamerounat hag a skrive e galleg.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude aet d'ober studioù lennegezh da skolioù-meur Aix-en-Provence hag ar Sorbonne (Pariz), e chomas Mongo Beti da labourat evel kelenner e Bro-C’hall. En em lakaat a reas, er bloavezhioù 1950, da sevel skridoù ma kont doareoù ar vuhez en e vro. E zanevelloù kentañ a embannas er gelaouenn Présence Africaine. E romant kentañ, Ville cruelle, a voe embannet e 1954, e-barzh Présence Africaine ivez, sinet gant an anv-pluenn Eza Boto.

E 1956 e tapas brud da vat gant e romant Le pauvre Christ de Bomba. Kement a drouz a reas an oberenn-se hag a daolenne bed an drevadennerien hag ar visionerien en Afrika, ma voe berzet e Kameroun gant ar velestradurezh c’hall.

E 1972, goude meur a vloaz hep skrivañ, e embannas Main basse sur le Cameroun, autopsie d'une décolonisation. War c’houlenn gouarnamant Kameroun e voe berzet al levr e Bro-C’hall gant Raymond Marcellin, a oa ministr gall an Diabarzh d’ar mare-se. Stourm a reas e embanner François Maspéro dirak al lezioù-barn hag a-benn ar fin, e 1976, e voe aotreet Main basse sur le Cameroun e Bro-C'hall. A-hed ar bloavezhioù e kendalc’has ivez da sevel oberennoù faltazi, evel Le roi miraculé (1958), Perpétue et l’habitude du Malheur (1974).

Er bloavezhioù 1990 e tistroas Mongo Beti da Gameroun. Embann a reas, e 1993, La France contre l'Afrique, retour au Cameroun. Digeriñ a reas ur stal-levrioù anvet Librairie des Peuples noirs e Yaoundé. Sevel a rae a-du gant ar c’hostezennoù a-enep gouarnamant ar vro ha derc’hel a rae da embann skridoù a-enep an trevadennerezh hag an neveztrevadennerezh.

Mervel a reas en ospital Douala, d’an 8 a viz Here 2001.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]