Seosamh Mac Grianna

Eus Wikipedia

Seosamh Mac Grianna (20 Eost 1900 – 11 Mezheven 1990) a oa ur skrivagner iwerzhonek eus gwalarn Iwerzhon. Ganet e voe en un tiegezh barzhed ha konterien, e Rann na Feirste, e kontelezh Dún na nGall, d'ur mare ma oa an iwerzhoneg yezh an holl er c'hornad. Breur e oa da Séamus Ó Grianna.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Feidhlimidh Mac Grianna ha Máire Eibhlín Néillín Ní Dhomhnaill. Mont a reas d'ar skol da Leitir Ceanainn da gentañ ha Doire da c'houde. E Dulenn e studias da vont da vestr-skol. Neuze e kemeras perzh e Brezel Dizalc'hiezh Iwerzhon hag er Brezel diabarzh. Dre ma oa e-touez ar re a save a-enep ar Feur-emglev etre Iwerzhon ha Breizh-Veur e voe toullbac'het e-pad pemzek miz. Labourat a reas goude evel mestr-skol, met dilezel a reas ar vicher buan a-walc'h ha mont da labourat evel troer gant an ti-embann An Gúm.

En em lakaat a reas da skrivañ er bloavezhioù 1920 : skrivañ a rae a bep seurt traoù, danevelloù, arnodskridoù, levrioù beaj, levrioù istor, troidigezhioù e-leizh, hag ur romant awenet gant e eñvorennoù, Mo Bhealach Féin, e levr brudetañ[1]. Ganet ha desavet e oa bet en ur c'hornad ma oa kreñv ar sevenadur hengounel, m'o doa soñj ar re gozh c'hoazh eus Naonegezh Veur ar bloavezhioù 1840, ha kement-se a adkaver en e skridoù. Met gwelet a rae ivez ar vro o cheñch dirak e zaoulagad hag ar vuhez vodern, gant ar saozneg da-heul, o c'hounit tachenn en Iwerzhon nevez.

Dibenn e vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne skrivas avat nemet e-pad pemzek vlooaz. Adal 1935 e soñjas ne oa ket gouest da grouiñ ken, diwaskañ a reas poan-spered ha ne zeuas ket e-barzh biskoazh. E 1959 en em lazhas e wreg, Peig Ní Dhomhnaill, ha beuzet e voe e vab Fionn e bae Dulenn. Er bloavezh-se ez eas Seosamh Mac Grianna da vredospital Sant Conall e Leitir Ceanainn hag eno e chomas betek e varv e 1990.

Un nebeud oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mo Bhealach Féin (1940)
  • An Druma Mór (1972)
  • An Grádh agus an Ghruaim (1929)
  • Eoghan Ruadh Ó Néill (1931)
  • Pádraic Ó Conaire agus Aistí Eile (1936)
  • An Bhreatain Bheag (1937)

Ha kalz levrioù troet diwar ar saozneg evel Typhoon gant Joseph Conrad pe Ivanhoe gant Walter Scott.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Nevez-troet e saozneg gant Mícheál Ó hAodha, gant an titl This Road of Mine, embannet gant Lilliput Press, 2020


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]