Mont d’an endalc’had

Joseph Conrad

Eus Wikipedia
Joseph Conrad
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv ganedigezhJózef Teodor Konrad Korzeniowski Kemmañ
Anv-bihanJoseph, Józef, Teodor, Konrad Kemmañ
Anv-familhConrad, Korzeniowski Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Kzu 1857 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTerekhove Kemmañ
Deiziad ar marv3 Eos 1924 Kemmañ
Lec'h ar marvBishopsbourne Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Lec'h douaridigezhCanterbury City Cemetery Kemmañ
TadApollo Korzeniowski Kemmañ
MammEwa Korzeniewska Kemmañ
PriedJessie George Kemmañ
KarStefan Bobrowski, Aniela Zagórska, Tadeusz Bobrowski Kemmañ
FamilhNałęcz, Q63532412 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, poloneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Tachenn labourfiction Kemmañ
Bet war ar studi eBartłomiej Nowodworski High School Kemmañ
Deroù ar prantad labour1895 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1926 Kemmañ
Strollad etnekPoles Kemmañ
Relijion pe kredenndizoueegezh Kemmañ
Diellaouet gantUniversity of Leeds Libraries, Beinecke Rare Book & Manuscript Library, Harry Ransom Center Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMinneapolis Institute of Art, The Nelson-Atkins Museum of Art Kemmañ
Luskadmodernist literature Kemmañ
Tachennnovella Kemmañ
Levezonet gantAdam Mickiewicz, Juliusz Słowacki, Shakespeare, Victor Hugo Kemmañ
Darvoud-alc'hwezNazi book burnings Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Joseph Conrad e 1904

Joseph Conrad a oa ur skrivagner saoznek genidik eus Polonia. Sellet a reer outañ evel unan eus brasañ romantourien ar bed saoznek. Daoust ma ne oa ket ar saozneg e yezh kentañ ha ma komze ar yezh-se gant ur pouez-mouezh polonek, e teuas da vezañ barrek war ar saozneg skrivet ha degas a reas d’al lennegezh saoznek skridoù dezho ur gizidigezh eus an estrenvro. Skrivañ a reas romantoù ha danevelloù, kalz anezho o tennañ da ved ar mor.

Józef Teodor Konrad Korzeniowski e oa e anv pa voe ganet, en ur familh Poloniz nobl eus kornôg Impalaeriezh Rusia, d’an 3 a viz Kerzu 1857. Dont a reas da vezañ keodedour eus Breizh-Veur e 1886, met a-hed e vuhez e sellas outañ e-unan evel ur Polonad. Mervel a reas, diwar un taol kalon, e Bishopsbourne, e Kent, e Bro-Saoz, d’an 3 a viz Eost 1924.

Desavet e voe el lodenn eus Polonia a oa en Impalaeriezh Rusia. Mervel a reas e vamm hag e dad pa oa yaouank ha desavet e voe ar paotr gant un eontr dezhañ. Kuitaat a reas ar skol da 17 vloaz da vont da vartolod war ur vag kenwerzh gall. E-pad un nebeud bloavezhioù e voe o vont hag o tont war vor, eus ar Mor Kreizdouar betek Suamerika. Goude se ez eas e bourzh bigi saoz, da vont war-zu Afrika, India ha broioù all c’hoazh, hag evel-se e teskas saozneg hag en em staliañ e Bro-Saoz.

War vor e krogas da sevel skridoù e saozneg. D’an oad a 36 vloaz e paouezas gant e vicher moraer, abalamour da gudennoù yec’hed hag abalamour ma felle dezhañ dont da vezañ skrivagner a vicher. An anv saoznek a reas gantañ evit sinañ e levrioù, Joseph Conrad, ne oa nemet ur saoznekadur eus e anv polonek Józef Teodor Konrad Korzeniowski. Awenet e voe gant e veajoù war vor da sevel romantoù evel Lord Jim (1900), Nostromo (1904) pe The Secret Agent (1907), pe c’hoazh Heart of Darkness. Diwar Heart of Darkness e voe graet ur film, gant Francis Ford Coppola, hag a dremene e Vietnam er bloavezhioù 1970 avat, pa c’hoarveze an istor orin e trevadennoù Afrika en XIXvet kantved.

E oberenn gentañ e voe Almayer’s Folly, skrivet e 1895, pa oa 38 vloaz. Ouzhpenn ar poloneg, e yezh vamm, hag ar rusianeg, yezh ofisiel e vro orin, e ouie galleg en doa desket war vor. Hag en ur bevare yezh, ar saozneg, e oa bet o skrivañ e levr. Renkañ a reer e oberenn etre lennegezh klasel skrivagnerien evel Charles Dickens pe Fyodor Dostoyevskiy ha skolioù lennegel modern an XXvet kantved.

  • Almayer's Folly (1895)
  • An Outcast of the Islands (1896)
  • The Nigger of the 'Narcissus' (1897)
  • Heart of Darkness (1899)
  • Lord Jim (1900)
  • The Inheritors (gant Ford Madox Ford) (1901)
  • Typhoon (1902, begun 1899)
  • The End of the Tether (1902)
  • Romance (gant Ford Madox Ford, 1903)
  • Nostromo (1904)
  • The Secret Agent (1907)
  • Under Western Eyes (1911)
  • Chance (1913)
  • Victory (1915)
  • The Shadow Line (1917)
  • The Arrow of Gold (1919)
  • The Rescue (1920)
  • The Nature of a Crime (gant Ford Madox Ford, 1923)
  • The Rover (1923)
  • "The Black Mate" (skrivet e 1886, embannet e 1908)
  • "The Idiots" (skrivet hag embannet e 1896)
  • "The Lagoon" (skrivet e 1896, embannet e 1897)
  • "An Outpost of Progress" (skrivet e 1896, embannet e 1897)
  • "The Return" (skrivet e 1897, embannet 1898)
  • "Karain: A Memory" (skrivet hag embannet e 1897)
  • "Youth" (skrivet e 1898, embannet e 1902)
  • "Falk" (1901)
  • "Amy Foster" (1901)
  • "To-morrow" (1902)

Ha meur a hini all

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.