Tom Thumb

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Embannadur 1888, evit ar vugale.

Tom Thumb zo un denig eus ar c'hontadennoù saoznek, peuzheñvel ouzh Meudig. The History of Tom Thumb, embannet e 1621, a oa ar gontadenn varzhus kentañ e saozneg.

Tom n'eo ket brasoc'h eget meud e dad, ha c'hoarvezout a ra gantañ a bep seurt troioù abalamour da se, lonket eo gant ur vuoc'h, trec'hiñ a ra ramzed, ha mont a ra da lez ar roue Arzhur.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez Tom Thumb in Tattershall, Lincolnshire.

Tom Thumb a vije bet un den gwirion, ganet e 1519, hag ur bez a zo en e anv, e-barzh leur ur chapel en iliz an Drinded e Tattershall, Lincolnshire, ma lenner an enskrivadur: "T. THUMB, Aged 101 Died 1620". 40 cm hed zo d'ar bez.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]