Child Ballads

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar skeudenn da-heul The Twa Corbies, gant Arthur Rackham.

Ar Child Ballads zo un dastumad 305 gwerz saoznek eus Bro-Saoz ha Bro-Skos, gant o doareoù stadunanat, dastumet gant Francis James Child en XIXvet kantved. Anv al levr a oa The English and Scottish Popular Ballads, embannet etre 1882 ha 1898 gant Houghton Mifflin e dek levrenn da gentañ, adembannet e pemp levrenn goude.

Ar gwerzioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastumad Child ne oa ket an hini kentañ gant ar seurt danvez, kalzik a oa bet zoken, met an hini brudetañ e oa hini an eskob Thomas Percy, anvet Reliques of Ancient English Poetry e 1765.[1] Ouzhpenn-se e oa dastumadoù all eus broioù all. Kemer skouer a reas Child war labour Svend Grundtvig, a savas Danmarks gamle Folkeviser, ma oa renket ha niverennet ar gwerzioù, kinniget meur a zoare kichen-ha-kichen, da skoazellañ al lenner da gompren an heñvelderioù.[2] Diwar-se e vo kavet meur a gan gant ar memes niverenn dre ma kave da Child ne oant nemet doareoù disheñvel eus ar memes istor, petra bennak ma c'hallont bezañ disheñvel-bras, evel evit "James Hatley". Ha gwerzioù renket dindan niveroù disheñvel a c'hall bezañ enne gwerzennoù heñvel-mik.

Disheñvel eo oad ar gwerzioù ; "Judas" a zo eus an XIIIvet kantved, hag un doare eus "A Gest of Robyn Hode" a voe moullet e dibenn ar XIVvet kantved pe deroù ar XVIvet kantved.[3] An darn vrasañ avat zo eus ar XVIIvet pe XVIIIvet kantved. Darn o deus gwrizioù koshoc'h marteze met nebeut-tre anezho zo bet savet a-raok 1600. Ouzhpenn-se, n'eus ket kalz tonioù a vefe ken kozh hag ar werz en-eeun. Daoust da se ne oa ket bet savet dastumad ebet ken puilh ha hennezh en e raok e saozneg.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Child, Francis James. The English and Scottish Popular Ballads, 5 levrenn (Dover Publications, 2003)
  • Bronson, Bertrand Harris. The Traditional Tunes of the Child Ballads, with Their Texts, According to the Extant Records of Great Britain and North America, 4 volumes (Princeton and Berkeley: Princeton University and University of California Presses, 1959, ff.).
  • Bronson, Bertrand Harris. The Singing Tradition of Child's Popular Ballads (Princeton: Princeton University Press, 1976).
  • Marcello Sorce Keller, "Sul castel di mirabel: Life of a Ballad in Oral Tradition and Choral Practice", Ethnomusicology, XXX(1986), no. 3, 449–469.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. B. Sweers, Electric Folk: The Changing Face of English Traditional Music (Oxford University Press, 2005), p. 45.
  2. A. N. Bold, The Ballad (Routledge, 1979), p. 5.
  3. A. N. Bold, The Ballad (Routledge, 1979), p. 5.