Francis James Child

Eus Wikipedia

Francis James Child, ganet e Boston (Massachusetts) d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1825 hag aet da Anaon d'an 11 a viz Gwengolo 1896, a oa un dastumer kanaouennoù eus Stadoù-Unanet Amerika. Kelenner e oa e Skol-veur Harvard hag embannet en deus dastumadoù barzhonegoù saoznek.

Brudet eo e levr Child Ballads e 5 levrenn, embannet etre 1882 ha 1898. Ur studiadenn veur eo an oberenn-se war dachenn ar sonerezh folk saoznek.