Roperzh ar Mason
Roperzh ar Mason (1900-1952), pe Roperh er Mason a voe ofiser er morlu gall ha skrivagner brezhonek, hag a sine Abherri alies.
Ganet e oa bet Roperzh ar Mason d'ar 7 a viz Ebrel 1900 en Oriant. Ober a reas e studioù en Oriant hag e Pariz. Mont a reas da ofiser war vor goude-se. Aet e oa da gabiten-lestr ha da rener ur greizenn-stummañ eus ar morlu er Gironde, pa varvas a-daol-trumm eno en un ospital eus an arme d'an 19 a viz C'hwevrer 1952. Diwezhat a-walc'h e oa deuet da dommañ ouzh ar brezhoneg. Kerkent ha desket brezhoneg gantañ en em lakaas da skrivañ er yezh-se hag e 1942 e voe embannet un dastumad eus e varzhonegoù, Chal ha Dichal, skeudennet gant Langleiz. Ur romant a voe embannet gantañ goude ar brezel, Evit ket ha netra. Kalz a reas evit brudañ ar gwenedeg, evit e dostaat ouzh ar brezhonegoù all hag evit skrivañ ar rannyezh-se er skritur peurunvan.